Helgoland (hervez an anv alamanek; Deät Lun, 'an douar', en helgolandeg, Helgolân e frizeg, ha Heligoland e saozneg) zo un enezeg vihan e Mor an Hanternoz, bremañ en Alamagn, dirak aber ar stêr Elbe, div eur treizh eus porzh Cuxhaven, an inizi alaman pellañ diouzh an douar-bras. 1 149 a dud zo o chom enne e 2010.
Gwechall e oa Heyligeland, da lavarout eo "Douar Santel", marteze abalamour d'un darempred kozh ha hir gant an doue german Forseti.
Ouzhpenn alamaneg e vez komzet Halunder, rannyezh frizek an norzhfrizeg, pe frizeg an hanternoz.
A-raok bout staget ouzh Alamgn int bet dalc'het gant Danmark ha goude gant Bro-Saoz.
|