Helsingborg

Helsingborg

Helsingborg (distaget [ˈhɛlsiŋˈbɔrj] e svedeg) zo ur gêr hag ur gumun eus Sveden, e kontelezh Skania, poblet gant 95 444 a annezidi e 2008. Emañ war ribl ar mor, er c'hornôg da strizh-mor Øresund, en e lec'h strishañ. Gant se ez eo al lec'h eus Sveden tostañ da Zanmark, ha kêr Helsingør a weler en tu all d'ar strizh-mor, 4 km er c'hornôg.

Unan eus kêrioù koshañ Skandinavia eo Helsingborg, pa oa bet savet ouzhpenn nav c'hantved zo, gant Daned. Savadurioù kozh e-leizh a c'haller gwelet enni, evel ilizoù mein pe tour Kärnan, ur c'hreñvlec'h eus ar Grennamzer en deus talvezet da zifenn kêr ha da gontrolliñ ar strizh-mor a-hed 600 vloaz. En XIXvet hag en XXvet kantved e oa kresket kalzik Helsingborg ha deuet eo da vezañ an eizhvet kêr vrasañ e Sveden.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.