Henllan (Sir Ddinbych)

Iliz Sant Sadwrn Henllan

Henllan zo ur gêriadenn vihan hag ur gumuniezh eus hanternoz Kembre, e kornaoueg kontelezh Sir Ddinbych. Emañ war an hent etre kêr Dinbych ha Llansannan.

Da Sant Sadwrn eo gouestlet an iliz, un iliz eus an XIvet kantved adsavet e deroù an XIXvet kantved. Tra souezhus, distag eo ar c'hloc'hdi diouzh an iliz he-unan.

E 2011 e oa poblet gant 862 a dud, ha 353 anezho (42,4%) a oa kembraegerien[1].

  1. 'Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011'. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09.