Henoadvezh diwezhañ ar Maen zo ur prantad eus ar ragistor ma tegouezh Homo sapiens en Europa. Diorroen a ra teknikoù nevez (lavnennoù maen, artizanerezh an askorn, poulzerioù, ha kement zo.) ha bleuniañ a ra an arz ar ragistor. Mont a ra an oadvezh-se eus 35 000 betek 10 000 vloaz a-raok hon oadvezh ha klotañ a ra gant diwezh prantad ar skorn. Dont a ra goude Henoadvezh krenn ar maen hag heuliet eo gant Krennoadvezh ar Maen.
Kregiñ a ra Henoadvezh diwezhañ ar Maen gant donedigezh Homo sapiens en Europa. Deuet eo eus ar reter (Reter-Nesañ, Azia pe Afrika), oc'h ober e vad eus ur wellaenn dibad eus an amzer war-dro -35 000 da drevadenniñ Europa. Kenvevañ a ra gant Den Neandertal betek ar mare ma'z eas hennezh da get war-dro -30 000. N'ouzer ket d'ar just perak ez eas Den Neandertal da get. E-pad pell e oa lavaret e oa bet diouennet gant Homo sapiens hag e veze brezel etre an daou spesad. Prouet eo bet nevez zo avat e oa bet hironed diwar an daou spesad.
E-doug Henoadvezh diwezhañ ar maen e oa yen-kenañ an hin gant prantadoù tommoc'h memes tra. Emañ norzh Bro-C'hall dindan an toundra - un dachenn hep gwez ha goloet a ginvi hag a douskan - ha pelloc'h er su gant an taiga - koadoù gwez-pin ha gwez-bezv korr. En traoñiennoù goudoret e kaved ivez gwez deliaouek all e-pad ar prantadoù tommañ.
Rouantelezh ar geotdebrerien eo : gourejened, kezeg, frikorneged gloanek, mammouted, bizoned, saigaed. E-pad ar prantadoù yenañ ez eo stank ar c'hirvi-erc'h. Jiboeset e veze holl ar geodebrerien gant daou spesad kigdebrerien a gevez gant an Hominidae : leoned ar groc'hoù hag ar bleizbroc'hed. An arzhed gell hag arzhed ar groc'hoù a veve en traoñiennoù koadek.
E deroù ar prantad-se, Homo sapiens a chasee al loened-se gant spegoù pe gripedoù. Ijinet e oa ar gwaregi war-dro –17 000 (dizoloet ez eus bet pennoù saezhoù e maen-kurun e groc'h Parpallo e Bro-Spagn, bloaziet eus 17 000 kent JK)
Homo sapiens, Den Cro-Magnon dizoloet e 1868 e Les Eyzies-de-Tayac-Sireuil eo an hini anavezetañ, a zegas en holl Europa teknikoù disheñvel-kenañ diouzh ar re a veze implijet gant e ziagentidi. Diazezet eo e artizanerezh ar maen war produerezh skolpoù hir, lavnennoù ha lavnennoùigoù, a dalvez da sevel binviji liesseurt : kraferezioù, kizelloù, pennoù biroù, klaouier, ha kement zo...
Meur a sevenadur a zo bet an eil goude egile e-pad Henoadvezh diwezhañ ar maen :
Echuiñ a reas Henoadvezh diwezhañ ar Maen gant steuzidigezh ar c'hirvi-erc'h hag ar frikorneged gloanek abalamour da dommadur an hin. Diwezh sevenadur ar Magdalenian eo. Heuliet eo distro ar c'hoadoù gwez deliaouek gant kemmoù en armoù (ar gwareg zo implijet stank e pep lec'h) dibar eus an Epipaleoliteg hag eus Krennoadvezh ar maen.