Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Henry David Thoreau |
Anv ganedigezh | David Henry Thoreau |
Anv-bihan | Henry, David |
Anv-familh | Thoreau |
Deiziad ganedigezh | 12 Gou 1817 |
Lec'h ganedigezh | Wheeler-Minot Farmhouse, Concord |
Deiziad ar marv | 6 Mae 1862 |
Lec'h ar marv | Concord |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | torzhellegezh |
Lec'h douaridigezh | Sleepy Hollow Cemetery |
Tad | John Thoreau |
Mamm | Cynthia Dunbar |
Breur pe c'hoar | Sophia Thoreau, Helen Thoreau, John Thoreau Jr. |
Pried | talvoud ebet |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Bet war ar studi e | Harvard College, Skol-veur Harvard |
Lifestyle | vegetarianism |
Relijion | Unitarianism |
Kleñved | torzhellegezh |
Oberenn heverk | Walden, Civil Disobedience |
Diellaouet gant | Beinecke Rare Book & Manuscript Library |
Luskad | Prederouriezh ar C'hornôg |
Tachenn | transcendentalism |
Prizioù resevet | Hall of Fame for Great Americans |
Prantad | 19th-century philosophy |
Oberennoù zo en dastumad | Minneapolis Institute of Art, J. Paul Getty Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken, Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Facial hair | chin curtain |
Henry David Thoreau ( ganet David Henry Thoreau) a zo ur prederour, naturour ha barzh amerikan, bet ganet d'an 12 a viz Gouhere 1817 e Concord (Massachusetts) ha marvet er memes kêr d'ar 6 a viz Mae 1862.
E oberenn vrasañ, Walden pe ar vuhez er c'hoadoù ("Walden or Life in the Woods"), a zo ur preder diwar-benn an ekonomiezh, an natur, hag ar vuhez simpl kaset a-gostez ar gevredigezh, skrivet pa oa o chom en ur gabanenn en doa savet war ribl ur stank. E skrid-arnod Disentidigezh keodedel, a ziskouez un tu a-enep an aotrouniezhioù sklavelour eus ar c'houlz-se, o deus awenet an oberezhioù a-stroll kaset gant Gandhi ha Martin Luther King Jr. a-enep hanbarzh ar gouennoù.
Thoreau a gas sklavelezh ar re zu, ha diskouez ar gristeniezh hag a vestron en un doare ofisiel n'eo nemet brizhkredenn, hag ar politikourion n'int ket luskedet gant al «lezennoù-uhel». Soñjal a ra gant un adreizh divezouriezh ar gevredigezh dre an di-genlabouradeg gant an direizhder ar gouarnamantoù, met chom a ra pell atavik diouzh pep oberenn pe aozadur sokial.Goude an taol-esae c'hwitet gant John Brown evit sevel un emsavadeg a-du gant ar freuzidigezh, ur salver bras a ra gantañ ha harp anezhañ a-wel d'an holl. En em gavout a reas neuze, e dibenn e vuhez, e tarzh Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, a-du gant ar c'hedveno muioc'h muiañ boutin, hag a kroge da grediñ d'ar freuzidigezh ar sklaverezh dre an hentenn stard, hep en em lakaat koulskoude.
Lesanvet ar «barzh-naturour» gant e vignon William Ellery Channing (1818-1901), Thoreau a zo sot gant an darvoudennoù dreistnatur ha stummoù ar vuhez disheñvel, al louzawouriezh peurgetket, ha skriv en e gazetenn, leuniet a-hed an ugent vloaz tremenet, e selladennoù dre ar munud hag e santimantoù c'hoarvezet enno rakañ. Gant ar bloavezhioù tremenet, ur sell reizhiadekoc'h, skianteloc'h, hag an hini a oa gwalennataer en deus gallet ijinañ, un tamm, ar goataouriezh hag an ekologiezh. Ar garantez hag an doujañs ouzh an natur hag e treuskas a zo deuet da vezañ, a-feur ma veze embannet hag anavezet, ur stivell evit an awen an naturourion amatour heg an ekologourion ; kement hag e vennozhioù diwar an ekonomiezh hag ar politikerezh a zedenn an oberelourion sokial hag arre a blij dezhe an eeunded youlek.