Hermann von Fehling, bet ganet e Lübeck (Impalaeriezh C'hall Kentañ d'ar mare-se) d'an 9 a viz Mezheven 1812 hag aet da Anaon e Stuttgart (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se) d'ar 1añ a viz Gouere 1885, a oa ur c'himiour alaman.
Da viken e chomo mil anavezet von Fehling e metoù ar gimiezh en abeg d'ar reaktadenn gimiek a zoug e anv :
Mont a reas d'ober e studi e Ruprecht-Karls-Universität Heidelberg e 1835 ha tapet e ziplom gantañ ez eas da c'hGießen da labourat gant ar baron Justus von Liebig, ur c'himiour alaman all. Eno eo e kavas kenaoz ar metaldehid hag ar paraldehid.
Adalek 1839 e voe fiziet ennañ ar gador-gelenn war ar Gimiezh e Stuttgart, bet dalc'het ar garg-mañ gantañ hogos betek dibenn e vuhez.
Labourioù all en devoa kaset da-benn Hermann von Fehling war an drenkenn sukinek hag ar benzonitril ivez.