Hidalgo

Un hidalgo, ur sklav gantañ ouzh e heul

Hidalgo, pe hijodalgo, zo ur ger spagnolek deuet eus ar gerioù "Hijo de algo", pe "Hijo d´algo". Fidalgo a veze lavaret e portugaleg.

Un anv eo a veze graet eus tud ha ne oant ket eus an noblañs war-eeun, met un nebeud dreistgwirioù o devoa, ha ne baeent ket tailhoù zo.

Uheloc'h eget an dud "a netra" e oant, ha lorc'h enne, dre ma ne labourent ket. Kalz anezho a oa paour-razh, er XVIvet ha XVIIvet kantved, met labourat a oa un dizenor.

An hidalgo brudetañ zo bet eo Don Quijote de la Mancha, met un dudenn eus al lennegezh n'eo ken.

Deuet eo an anv da vout un anv-tiegezh

Lec'hanvioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Hidalgo Street, e Manila, a vez graet paradoz al luc'hskeudennerien er Filipinez ganti .