Hillbilly zo un anv a oa bet roet e SUA da dud o chom en Appalachoù hag er menezioù Ozarks da gentañ. Goude-se e voe roet da dud dizesk o chom pell diouzh ar sevenadur. Li'l Abner ha Cletus Spuckler zo daou eus ar rumm-se, gwelet gant tud ar c'hêrioù bras. Goude se e voe implijet ivez d'ober anv eus tud war lez kornôk ar Mississippi, ha dreist-holl re ar Menezioù Roc'hellek pe war lezioù ar Rio Grande.
N'eo ket gwall sklaer orin an anv. Hervez Anthony Harkins en Hillbilly: A Cultural History of an American Icon, e kaved an anv en 1900 en New York Journal , termenet evel-hen:
« an Hill-Billie zo ur c'heodedour gwenn eus Alabama, a zo o chom en torgennoù, dishual ha dibeadra, gwisket evel ma c'hall, a gomz evel ma kar, a ev whiskey pa vez gantañ, ha zic'houhin e revolver kel lies ha m'en devez c'hoant. »