His Dark Materials (E Zanvezioù Teñval) a zo un oberenn faltazi skrivet gant Philip Pullman rannet e teir lodenn : Northern Lights (Gouleier an Hanternoz), deuet er-maez e 1995, The Subtle Knife (Ar Goustilh Soutil), deuet er-maez e 1997 ha The Amber Spyglass (Al Lunedenn C'hoularz) deuet er-maez e 2000. Kontañ a ra istor daou vugel, Lyra Belacqua ha Will Parry etre meur a ved hag o klask prederiañ e-kreiz spontoù an dud deuet.
E-barzh e romantoù e komz Pullman diwar-benn traoù faltaziek evel sorserezed pe arzhed e harnez met komz a ra ivez diwar-benn sujedoù evel ar fizik, ar brederouriezh hag an doueoniezh. Ober a ra ur vurutellad eus ar Gristeniezh. Heuliañ a ra ivez barzhoneg John Milton Paradise Lost en ur lakaat anezhi en un tu enep.
Tapet eo bet titl ar rummad diwar levr John Milton, barzh eus ar XVIIvet kantved, Paradise Lost, Levrenn 2 :
Into this wilde Abyss,
The Womb of nature and perhaps her Grave,
Of neither Sea, nor Shore, nor Air, nor Fire,
But all these in their pregnant causes mixt
Confus'dly, and which thus must ever fight,
Unless th' Almighty Maker them ordain
His dark materials to create more Worlds,
Into this wilde Abyss the warie fiend
Stood on the brink of Hell and look'd a while,
Pondering his Voyage; for no narrow frith
He had to cross.— Levrenn 2, linennoù 910–920
"E zanvezioù teñval" a vefe amañ an traoù dianavezet, digomprenet, teñval ha du a-benn ar fin a oa bet implijet gant Doue evit sevel ar Bed.
A-raok soñjal e-barzh an dra-se en doa dibabet Pullman un titl-all, The Golden Compasses (Ar Gompasioù Alaouret) diwar linennoù-all Paradise Lost, e-lec'h ma implij Doue ur binvioù kelc'hiek evit sevel harzoù ar Bed :
Then staid the fervid wheels, and in his hand
He took the golden compasses, prepared
In God's eternal store, to circumscribe
This universe, and all created things:
One foot he centered, and the other turned
Round through the vast profundity obscure— Levrenn 7, linenn 224–229
Aon en doa rak an dud a gomprenfe an titl en un doare fall en ur erlec'hiañ kompas gant an naodez-vor, ar binvi implijet evit kavout hentoù war vor. Pa oa bet erlec'hiet titl saoz al levr kentañ (The Northern Lights) gant The Golden Compass (Ar Naodez Alaouret) diwar an aletiometr, un dra a denn d'un naodez-vor. E-barzh The Subtle Knife e vez anvet an aletiometr div wezh "naodez" pe "tra naodez" gant Mary Malone, dre youl ar skrivagner en doa c'hoant skiantekaat an titl amerikan.
Gouleier an Hanternoz a dremen un en ur bed a denn d'hor bed e-lec'h ma zo dæmoned d'an dud, ur seurt astenn d'o ene. Heuliañ a ra troioù-kaer Lyra Belacqua, ur plac'hig en doa tremenet he bugaleaj en ur Skolaj, Jordan College, hag he dæmon, Pantalaimon. Gallout a reont an dæmoned cheñch o stumm (stumm ul loen bennak dre-vras) e-keit ma chom yaouank o den met pa dizh an dud o c'haezour eo paouez an dæmoned cheñch o stumm. Dre zegouezh e teu Lyra da zeskiñ bezoud ar Boultrenn, un doare rannig fizikel bennak dizoloet nevez-flamm. Krediñ a ra ar Magisterium, anv kuzul e penn an Iliz, eo liammet ar Boultrenn ouzh ar Pec'hed Orin, ha neuze eo arabat labourat warni peogwir e vo gwelet evel heretik. Lord Asriel, eontr Lyra, a zo gwelet fall gant an Iliz abalamour d'e enklaskoù. Koulskoude e remerk skiantourien bennak eo nebeutoc'h sachet ar Boultrenn d'ar vugale eget d'an dud deuet. Aotreet int d'ober enklaskoù dindan anv Kuzul Hollek Obladur war bugale ha setu penaos e krog aferioù skrapadegoù bugale tro-dro Bro-Saoz. Lesanvet int gant ar vugale Gobled (diwar Gobilin).
Bevañ a ra Lyra ur vuhez simpl e Jordan College gant he mignoned evel Roger Parslow o c'hoari gant bugale ar c'hêr, ober farsadennoù ouzh ar Jipsianed. Met, a-greiz ma zo tapet Roger gant ar C'hobled, eo presantet Lyra da Itron Coulter, ur vaouez eus ar renkadoù uhelañ ar gevredigezh, evit lakaat anezhi da vevañ gant an Itron-se. Rankout a ra Mestr Jordan College lezel Lyra a-enep e youl vat ha reiñ a ra dezhi un dra-bennak anvet un aletiometr (a servij da muzuliañ ar wirionez hervez anezhañ). Da gentañ a blij da Lyra bevañ e-kichen ur vaouez evel-se, o huñvreal en ur veaj bennak en Hanternoz he bed, met euzhet eo pa zesk eo Itr. Coulter e penn Kuzul Hollek Obladur. Tec'hel a ra kuit hag en em gavout a ra gant ar Jipsianed a gelenn dezhi eo Lord Asriel he zad hag Itr. Coulter he mamm.
Meur a vugel a zo bet skrapet diouzh ar Jipsianed ha neuze en em gavont er Fens (o douaroù e Bro-Saoz) evit ober ur Guzul Vras. Divizet eo mont d'an Hanternoz e-lec'h ma'z'eus ur greizenn Kuzul Obladur, evit saveteiñ pep bugel a vije kavet eno. Sikouret int gant ur panserbjørne (un arzh e harnez), Iorek Byrnison, ha ur c'hlan sorserezed, ha deuet int a-benn saveteiñ ar vugale. E-pad ar veaj a gompren Lyra gwelloc'h penaos lenn he aletiometr ha deskiñ a ra un nebeud a dra a sikour ar Jipsianed. Roet eo bet ivez arouezioù a ziskouez a zo ur blanedenn vras dezhi. Goude bezañ saveteet gant ar Jipsianed (skrapet a oa bet gant ar Gobled) a ya Lyra da Svalbard, rouantelezh an Arzhed e harnez, gant Roger, Iorek, ar sorserez Serafina Pekkala war ballon Lee Scoresby. Sikour a ra Lyra Iorek evit adtapout e rouantelezh a-raok mont da welout Lord Asriel.
En harlu emañ Lord Asriel abalamour d'an Itr. Coulter oc'h ober enklaskoù c'hoazh. Krediñ a ra Lyra e vank dezhañ an aletiometr evit paouez gant-se. Siwazh a laka ar blanedenn kas dezhañ ar bugel a vank dezhañ evit mont d'ur bed-all. Lazhet eo Roger pa zo diframmet e zæmon dioutañ. Krouet eo ur pont etre daou ved ha mont a ra Lord Asriel di evit kavout mammenn ar Boultrenn (mammenn pep marv ha pep dienez hervez anezhañ) : "Emaon o vont da zistrujañ anezhañ. Emañ ar Marv o vont da vervel". Lyra ha Pantalaimon a ya d'ar bed nevez un tammig goude Lord Asriel.
E penn-kentañ Ar Goustilh Soutil e vez kontet istor Will Parry, ur paotrig 12 vloaz a zo kollet e dad dezhañ abaoe e c'hanedigezh hag a vev en hor bed-ni. Aet kuit eo eus e di peogwir en doa lazhet un den evit sikour e vamm ha tremen a ra dre zegouezh dre ur seurt prenestr en ur bed-all, o klask kavout e dad. Erruiñ a ra e bed Cittàgazze, ur c'hêr a denn da re italian, poblet gant bugale abalamour d'ar Spesoù, boudoù a zebr eneoù ar re zeuet. En em gavout a ra Will gant Lyra a zo deuet e-barzh ar bed-se dre bont he zad. Evit adkavout e dad a ra Will un enklask e Oxford, e-lec'h m'emañ o vevañ, o kemer Lyra gantañ. Pa ya Will d'ul levraoueg bennak a glask Lyra kavout Jordan College, he c'hêr, met n'eus ket anezhañ er-bed-se. Sikouret gant he aletiometr en em gav gant Mary Malone, ur skiantourez a labour war ar pezh a anv ar Skeud. Reiñ a ra Lyra ali dezhi dre he aletiometr a-raok bezañ laeret gant Charles Boreal, un den a zeu eus bed Lyra.
Klask a ra Lyra ha Will adtapout an aletiometr met Borel a nac'h reiñ anezhañ en-dro, nemet ma yeont da gerc'hat un dra prizius en deus c'hoant da gaout. O klask an dra-se e zeu Will da vezañ douger ar Goustilh Soutil, ur seurt gontell graet 300 c'hant bloaz zo e Cittàgazze, a lec'h a zo erruet Lyra ha Will ennañ, hag a c'hall troc'hañ n'eus forzh petra, ha memes digeriñ prenestroù etre ar bedoù. Implij a ra ar Goustilh evit adtapout aletiometr Lyra ha goude-se en em gavout a reont gant Sorcerezed bed Lyra. Echu a ra ar romant gant emgav Will gant e dad aet diwar wel hag en deus bevet e bed Lyra dindan anv Stanislaus Grumman met lazhet eo bet gant ur sorserez a gare anezhañ dispi pa zo skrapet Lyra.