Hlothhere Kent (m. 6 a viz c'hwevrer 685) a voe roue Kent eus 673 da 685.
Da roue e oa aet goude marv e vreur Ecgberht I e 673. Brezeliñ a reas ouzh Mercia, war a seblant, rak aloubet e voe ar vro gant Æthelred Mercia e 676.
Dont a benn da virout e c'halloud a reas Hlothere, avat. War a seblant e renas asambles gant e niz Eadric, mab Ecgberht I. E 685 e voe rediet Eadric da dec'hout deus ar vro. Repuiñ a reas e Rouantelezh Sussex ma savas un arme. Ganti a argasas e eontr a voe lazhet en emgann.
En e raok: Ecgberht I |
Roue Kent 673 - 685 |
War e lerc'h: Eadric |