Homo habilis

Homo habilis

Mouladenn klopenn un Homo habilis


Aet da get

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Iskerentiad : Homininae
Genad : Homo
Anv skiantel
Homo habilis
Leakey et al., 1964
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.


Homo habilis (ger-ha-ger « den ampart » e latin) zo ur spesad ar genad homo a vevas etre 2,5 ha 1,8 milion a vloavezhioù e Norzhafrika, en Afrika ar reter hag en Afrika ar c’hreisteiz. Taolennet eo bet evit ar wezh kentañ e 1964 (da heul dizoloadenn karrekaennoù e Tanzania e 1961).

Homo habilis hag an daoudroadegezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gouzout a ouie Homo habilis chomel en e sav war e zaoudroad a-drebad. Hogen ne oa ket ken gouest ha Homo ergaster, a zo bet anezhañ diwezhatoc’h, da gerzhout. Chomel a rae henaek-tre e neuz.

Bout a oa er spesad un divneuziegezh revel kreñv-tre: kalz bihanoc’h e oa ar parezed eget ar pared.

Chopperioù (biliennoù benet) oldowan, - 1,7 milion a vloavezhioù - Melka Kunture, Etiopia

Homo habilis, ijinour an ostilhoù?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Donet a ra anv Homo habilis eus ar fed e oa duac’h da ober ostilhoù. Ur c’hempredad eo da « c’hreanterezhioù » kentañ ar benañ mein, a vez graet « sevenadur Oldowai » anezhe en anv kaniennoù Olduvai e Tanzania. Enne e veze graet objedoù eeun benet war un tal hepken evit sevel binviji (chopperioù pe "biliennoù benet") pe kaout skolpennoù maen lemm.

Ar re-mañ diwezhañ a servije dezhañ evit didroc’hañ tammoù kig diwar relegennoù al loened pe terriñ eskern. Kenvezañ a reas avat gant aostralopiteked zo, evel ar barantroped. Hogen henzenoniourion zo a soñj dezhe e oa gouest ar re-mañ diwezhañ da sevel binviji maen ivez.

Stuzegezh ha kalvezerezhioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur barr-klopenn bras

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 550 ha 800 cm3 e oa dalc’had e glopenn (houmañ diwezhañ a oa brasoc’h eget hini ur chimpanze da skouer).

Etre 1,20 ha 1,50 metr sav a oa dezhañ; pouezañ a rae etre 30 ha 40 kg. Studiadenn e zentadur a ziskouez e oa hollzebrer: ankdent bihan ha rakdent diorreet mat a oa dezhañ. Sur a-walc’h e oa gagnaouaer ha neket hemolc’her.