Hortense Catherine Schneider, lesanvet e galleg La Snédèr, (30 a viz Ebrel 1833 – 6 a viz Mae 1920) a oa ur c'hoariganerez c'hall, ur soprano hag unan eus brudetañ kanerezed an XIXvet kantved gant oberennoù Jacques Offenbach.
Brudet e oa ivez evel kourtizanez. Serc'h e oa d'ar roue saoz Edouarzh VII, ha lesanvet e oa Le passage des princes, dre ma tibabe he dousoù en noblañs.
E 1878, da 55 bloaz, e kuitaas he micherioù, hag e timezas. Mervel a reas e Pariz da 87 vloaz.
Ur film zo bet diwar he fenn e 1950 : La valse de Paris gant Marcel Achard.