Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Iwerzhon ![]() |
Anv-bihan | Hugh ![]() |
Anv-familh | O'Flaherty ![]() |
Deiziad ganedigezh | 28 C'hwe 1898 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Kontelezh Corcaigh ![]() |
Deiziad ar marv | 30 Her 1963 ![]() |
Lec'h ar marv | Cathair Saidhbhín ![]() |
Doare mervel | abeg naturel ![]() |
Abeg ar marv | Gwallzarvoud eus gwazhied an empenn ![]() |
Micher | diplomat, beleg katolik ![]() |
Bet war ar studi e | St. Brendan's College, Killarney, Mungret College ![]() |
Relijion | Iliz katolik roman ![]() |
Prizioù resevet | Commander of the Order of the British Empire, Presidential Medal of Freedom ![]() |
Ur beleg katolik iwerzhonat e oa Hugh O’Flaherty (28 a viz C’hwevrer 1898 - 30 a viz Here 1963). Stourmet en doa a-enep an Nazied pa oa merour a renk uhel e gouarnamant ar Vatikan (Kuri Roma). A-drugarez dezhañ o doa tec’het kuit eus Roma ouzhpenn 6 000 a soudarded ar Re Gevreded ha Yuzevien. Ken barrek e oa evit touellañ ar Gestapo ha servijoù alaman ar surentez (Sicherheitdienst, SD) ma oa bet lesanvet “The Scarlet Pimpernel of the Vatican”, diwar anv romant poblek ar varonez Orczy.
Mab eo Hugh O’Flaherty (Aodh Ó Flatharta en iwerzhoneg) da James ha Margaret O’Flaherty e Coiscéim na Caillí e kontelezh Corcaigh (Cork). Archer e oa e dad e Trá Lí betek 1909, e-barzh ar Royal Irish Constabulary. Ar bloaz-se en devoa dilojet ar familh da gCill Airne (Killarney) peogwir en doa tapet e dad ul labour nevez evel melestrour an dachenn golf[1]. Da vare fin e grennoad en doa tapet Hugh ul live golf mat a-walc’h evit kemer perzh e kenstrivadegoù.
Ur yalc’had en doe ivez evit studiañ en ur skolaj a stumme kelennerien. Koulskoude e 1918 e lakaas e anv e Mungret College, ur skolaj renet gant Jezuisted e kontelezh Luimneach (Limerick) evit stummañ paotred yaouank da vont da visionerien. Gant kamaladed e voe harzet e 1921 goude kengañvaouiñ familhoù reuzidi brezel dizalc’hiezh Iwerzhon bet muntreet gant ar Saozon. A-drugarez da rener skolaj Mungret e voent dieubet[1].
Da Roma e voe kaset e 1922 evit peurechuiñ e studioù ; Cornelius O’Reilly, eskob kêr ar C’hab e Suafrika, a baeas e frejoù skol. D’ar c’houlz-se e voe anvet Benito Mussolini e penn gouarnamant Italia. E Roma e tapas diplomoù doueoniezh, doueegezh, gwir an Iliz ha prederouriezh[1].
Beleget e voe e 1925 ha kregiñ kerkent da labourat evit ar Sez Santel e rann diorren ar feiz katolik, ar Sacra Congregatio de Propaganda Fide. Eno e krogas da sevel ur rouedad kenlabourerien a deuio da vezañ prizius.
E 1934 e voe anvet Monsignor ha kaset evel diplomat evit ar Sez Santel da Egipt, Haiti, Santo Domingo ha Tchekoslovakia. Goude pevar bloaz e voe adgalvet da labourat evit an Ofis Santel e Roma.
E varregezh da c’hoari golf a oa talvoudus evit e garg diplomaterezh peogwir e sikoure anezhañ da zaremprediñ izili eus ar gevredigezh uhel[2], da skouer gant ar c’hont Ciano, mab-kaer Mussolini[3].
E nevez-amzer 1941 e voe kefridiet gant ar Sez Santel da weladenniñ prizonidi-vrezel - an darn vrasañ anezho o vezañ saoznegerien eveltañ - e kampoù e Norzh Italia evit gwiriekaat e oant tretet hervez lezennoù ar brezel[4]. Notenniñ a rae identelezh ar re vac’het ; ur person all a skigne o anvioù dre Radio Vatikan evit kelaouiñ o zud kar e oant bev. An dilhadoù hag al levrioù kaset gantañ, hep kontañ e hegarated, a vage spered ar re doullbac’het. E Kerzu 1942 e voe rediet Hugh O’Flaherty da zilezel e bost[4].
Ur wech distroet da Roma e krogas Hugh O’Flaherty da sevel tamm ha tamm ur rouedad diplomated, beleien ha merourien all evit reiñ repu ha kavout hentoù da dec’hel kuit eus ar vro evit soudarded ar Re Gevreded, prizonidi dindan dec’h pe Yuzevien[5].
Pa gouezhas Benito Mussolini e miz Gwengolo 1943 e voe gouzalc’het Roma gant an Nazied e-pad eizh miz. Kas a rejont ouzhpenn mil Yuzev ar ghetto da Auschwitz e miz Here ; e miz Meurzh 1944 e voe aozet gant Herbert Kappler, rener ar servijoù kuzh alaman e Roma, lazhadeg 335 den e Fosse Ardeatine.
Eñvorennoù kriz en doa Hugh O’Flaherty eus mac’herezh ar Saozon e-pad e yaouankiz. Setu perak e lavare e penn kentañ ar brezel ne wele ket diforc’hioù bras etrezo hag an Alamaned. “Selaou a raen prezegennoù an daou du, emezañ, bruderezh pep tra evel just hag an daou o tagañ an tu enep. E gwirionez ne ouien ket peseurt tu krediñ… betek mae oa krog [an Alamaned] da vodañ Yuzevien Roma[4].”
Profitañ a rae O’Flaherty eus neptuegezh Keoded ar Vatikan peogwir ne oa ket gouzalc’het domani ar Pab gant an Alamaned ha peogwir e c'halled touellañ ar Gestapo gant paperioù faos ar Vatikan ha gwiskamantoù relijiel pe micherel. Gant e skoazellerien en doa savet ur rouedad lec’hioù kuzh e kêr Roma ha war ar maez hag ur rouedad evit arc’hantaouiñ an aozadur.
Ur wech komprenet gant an Nazied e oa O’Flaherty e penn ar rouedad, klasket o doe herzel anezhañ, betek livañ ul linenn wenn war blasenn Sant-Pêr evit skeudenniñ an harzoù etre Italia hag ar Vatikan. Bemdeiz e c’hortoze ar re a felle dezho tec’hel kuit eus Roma e skalieroù penniliz Sant-Pêr, splann e-tal daoulagad ar soudarded alaman ha dindan prenestroù ranndi ar Pab[4]. Biskoazh ne deuas a-benn an Alamaned da dapout anezhañ koulskoude.
N’eo ket anat kaout sifroù, met hervez ar Jewish Virtual Library e sikouras strollad O’Flaherty 6 425 den[5].
Lesanvet e voe O’Flaherty “Gleizh ar Vatikan” (“Scarlet Pimpernel of the Vatican”), abalamour d’e varregezhioù evit sevel ar rouedad ha talañ ouzh an Nazied a glaske skrapañ anezhañ en aner.
Ur wech dieubet Roma e voe kaset Hugh O’Flaherty da weladenniñ prizonidi-vrezel eus Italia hag Alamagn e Suafrika. Kaset e voe ivez da Jeruzalem evit heuliañ Yuzevien en doa sikouret e Roma.
Adtapout a reas e labour noter en Ofis Santel gant Alfredo Ottaviani, ur c’hardinal mirelour.
Enorioù a resevas : komandant Urzh Impalaeriezh Breizh-Veur e miz Ebrel 1945[6], medalenn ar frankiz gant Stadoù-Unanet[7] ha “prelad a enor e santelezh” gant Pi XII.
Ur wech tapet gant arme Breizh-Veur e 1945 e voe kondaonet Herbert Kappler e miz Gouere 1948 gant lez-varn vrezel Roma da vezañ toullbac’het didermen evit lazhadeg ar Fosse Ardeatine[8]. En e gell e skrivas Kappler da O’Flaherty evit pediñ anezhañ. Kerkent e teuas ar beleg da weladenniñ e enebour kozh. Boas e oa O’Flaherty da zont bep miz[9]. A-raok pell e tivizas Kappler cheñch e feiz protestant d’ar feiz katolik[10].
E 1950 e embannas ul levr baleadennoù e Roma[11].
E 1960 ne oa ket pell da vezañ anvet noñs (kannad ar Pab) e Tanzania pa c’houzañvas ur waskenn e-pad un oferenn lavaret gantañ. Divizout a reas kuitaat Roma ha mont da Iwerzhon, da vevañ e ti e c’hoar e Cathair Saidhbhín (kontelezh Ciarraí).
Daoust d’e yec’hed fall e kemeras perzh d’an 19 a viz C’hwevrer 1963 en un abadenn BBC e Londrez evit enoriñ Sam Derry, e geneil er rouedad rezistañs[12]. Skignet e voe This is your life da ouzhpenn 8 milion a dud[13] er Rouantelezh-Unanet.
E Cathair Saidhbhín e varvas d’an 30 a viz Here 1963. An deiz war-lerc’h e embannas Reuters er bed a-bezh ur mortuaj diwar e benn[14]. Douaret eo e bered ar gêriadenn.
Awenet en deus Hugh O’Flaherty kalz a dud en Iwerzhon ha pelloc’h c’hoazh.
Peogwir ne oa ket enoret ez-ofisiel en Iwerzhon e voe krouet e Cill Airne e 2008 ur gevredigezh e koun outañ, an Hugh O’Flaherty Memorial Society[16]. Evit lidañ 50 vloaz e varv e voe savet e 2013 ur c’hounlec’h e Cill Airne gant delwenn ar beleg[17] hag ur freskenn livet ouzh ur voger e kêr[18].
E 2016 e voe dioueliet gant kannadour Iwerzhon er Sez Santel ur blakenn e koun Hugh O’Flaherty er Skolaj deutonek, al lec’h ma oa O’Flaherty o chom etre 1938 ha 1960[19].
Breserezh Cill Airne a vadezas zoken Scarlett pimpernel, ur bier ruz diwar e lesanv.
Evit mont pelloc’h e klaskas izili ar Memorial Society kaout Hugh O’Flaherty renablet e-touez Ar Re Reizh a-douez ar broadoù evel Maria Antoniazzi, ur seurez eus e rouedad[20] anavezet gant Yad Vashem e 2004[21]. Koulskoude n’int ket deuet a-benn daoust d’ar prouennoù kaset da Yad Vashem[5][22].
{{}}