Hugo Hamilton, ganet d'an 28 a viz Genver 1953 e Dulenn, zo ur skrivagner saoznek eus Iwerzhon.
Mab eo Johannes Ó hUrmoltaigh (e anv kentañ) d'ur vamm alaman dimezet d'un Iwerzhonad, iwerzhoneger ha broadelour. Desavet eo bet en Iwerzhon, en alamaneg hag en iwerzhoneg. E dad ne felle ket dezhañ e vefe kaozeet saozneg gant e vugale.
Ur wech aet da gazetenner e stagas da skrivañ danevelloù ha romantoù, sinet gant an anv Hugo Hamilton. E romantoù kentañ, divrud a-walc'h, a voe embannet er bloavezhioù 1990.
Brud a zeuas dezhañ avat gant ul levr eñvorennoù, anvet The Speckled People ("Ar re vrizhellet"), embannet e 2003, ma kont e yaouankiz en Iwerzhon goude an Eil brezel-bed hag e zarempred gant e dud hag o yezhoù. Troet eo bet al levr-se e meur a yezh (alamaneg, galleg, italianeg, spagnoleg, nederlandeg, katalaneg, bulgareg, ukraineg, albaneg ha brezhoneg[1]).