Hunedoara

Hunedoara

Hunedoara (distaget [huneˈdo̯ara] e roumaneg ; Eisenmarkt en alamaneg ; Vajdahunyad en hungareg) zo ur gêr eus Roumania, e distrig Hunedoara. Emañ e mervent Treuzsilvania.

E kêr emañ Kastell Hunedoara, ur c'hastell gotek hag a voe distrujet pemp gwech gant an tan hag adsavet bep taol gant pennadurezhioù Aostria-Hungaria gwechall ha Roumania diwezhatoc'h. Ur greizenn a bouez e oa Hunedoara evit labour an houarn hag evit kenwerzh ar vro tro-dro. E-pad pell e oa e Hunedoara brasañ labouradeg dir Roumania, a-raok ma voe savet unan vrasoc’h e Galați ; abaoe dispac’h 1989 avat n’eo ket ken pouezus ar vetalouriezh.

Poblet eo Hunedoara gant roumanegerien dreist-holl, ha minorelezhioù hungarek, alamanek ha Romed zo ivez.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.