Hurling

Iomáint / Hurling

Tiobraid Árann enep Gaillimh e 2014
Orin Ragistor
Kevredad Cumann Lúthchleas Gael
(Gaelic Athletic Association)
Perzhioù
Doare Sport a-stroll dindan an amzer
Skipailhoù 2
C'hoarieren 2 x 15
Tachenn 130-145 m x 80-90 m
Dafar Sliotar (pellenn)
Camán (bazh)
Clogad (tokarn)
UNESCO
Glad sevenadurel dizanvezel an denelezh
Stad Iwerzhon Iwerzhon
Dave 01263 (2018)

Hurling e saozneg[1], iomáint, iománaíocht (benel) en iwerzhoneg[2], zo ur sport a-stroll a vez c'hoariet dindan an amzer. Ur sport hengounel gouezelek kozh-tre eo, a vez graet en Iwerzhon gant gwazed. Abaoe deroù an XXvet kantved e vez graet gant maouezed ivez, dindan an anv camogie (camógaíocht en iwerzhoneg).

Meur a berzh zo boutin d'an hurling ha d'ar vell-droad ouezelek : an dachenn, ar palioù, an niver a c'hoarierien hag un darn eus ar c'heriaoueg.

Gant an aozadur Cumann Lúthchleas Gael / CLG (Gaelic Athletic Association / GAA) e vez renet koulz an hurling hag ar vell-droad ouezelek abaoe 1884. Er-maez da Iwerzhon e vez graet hurling dindan ren CLG e Bro-Saoz (McGovern Park e London) hag e Stadoù-Unanet Amerika (Gaelic Park e New York).

Un tamm eus ar sevenadur gouezelek eo iomáint, a vez heuliet gant an diaspora iwerzhonat er bed a-bezh[3]. Er bloaz 2018 e voe anzavet evel Glad sevenadurel dizanvezel an denelezh gant UNESCO[4].

Koshoc'h eget istor anavet Iwezhon eo an hurling, pa veze graet a-raok donedigezh ar gristeniezh en enez, degaset ma oa bet di gant ar Gelted[5]. E lezennoù hen Iwerzhon er Vvet kantved e kaver meneg eus ar sport[5]. En e levr A History of Hurling, an aozer Seamus J. King a ra dave d'ur c'hrogad a voe c'hoariet e Cnoc na Teamhrach (Tara) e kontelezh An Mhí e-tro ar bloaz 1200 kent JK. Meneg zo eus ur c'hrogad er veurgan iwerzhonek Táin Bó Cúailnge (I kantved), pa c'hoari Cú Chulainn en Eamhain Mhacha e kontelezh Ard Mhacha.

Menegoù all a gaver e lezennoù Reachtanna Chill Chainnigh (Statutes of Kilkenny, 1366-67) ha war ur bez en Inis Eoghain e kontelezh Dún na nGall[6].

En XVIIIvet kantved e voe an hurling en e varr, pa veze juloded saoz-hag-iwerzhonat o terc'hel skipailhoù iomáint war o douaroù hag oc'h aozañ krogadoù etre an domanioù. E Coláiste na Tríonóide (Trinity College, e Dublin) e 1879 e voe diazezet an Irish Hurling Union hag aozet unan eus ar skridoù kentañ a stalias reolennoù ar sport[7]. E 1884 e voe diazezet ar GAA e Dúrlas Éile / Thurles e kontelezh Tiobraid Árann, a aozas e 1888 ar c'hentañ kampionad en Iwezhon a-bezh (Craobh Shinsear Iomána na hÉireann / All-Ireland Senior Hurling Championship), ma voe trec'h kontelezh Tiobraid Árann war gontelezh Gaillimh.

Abaoe ar bloavezhioù 2000 ez eo an hurling an eil sport muiañ-karet en Iwerzhon goude ar vell-droad ouezelek[8]

Doareoù all an hurling a vez c'hoariet er broioù kelt all : camanachd, iomain e Bro-Skos, bando e Kembre ha cammag en Enez Manav.

C'hoarioù Olimpek

Ur sport nann-ofisiel e voe an hurling e C'hoarioù Olimpek an hañv e St. Louis (Missouri) e 1904[9]. Gwech ebet n'eus bet hurling er C'hoarioù abaoe.

Un dachenn hurling

Damheñvel ouzh un dachenn rugby hogen brasoc'h eo an dachenn ma reer hurling. An hevelep tachenn a vez implijet gant ar vell-droad ouezelek, evit aesaat pleustr an daou sport en ul lec'h hepken.

Ul letonenn skouergornek eo, 130-145 metr he hirder ha 80-90 metr he ledander. Ur pal stummet evel al lizherenn H zo e pep penn strizh, graet gant daou bost 6-7 metr uhel plantet 6,50 metr an eil diouzh egile ha liammet gant un dreuzellenn a zo staliet 2,50 metr a-us al letonenn. Ur roued zo dindan an dreuzellenn, stag outi hag ouzh ar peulioù ; don a-walc'h eo a-drek ar pal. Linennoù treuz zo merket adalek pep pal da 13 metr, 20 metr ha 65 metr (45 evit ar vell-droad ouezelek), pep linenn o vezañ merket gant bannieloù e pep penn. Un hantergelc'h zo e kreiz linenn an 20 metr.

Tachennoù bihanoc'h ha palioù bihanoc'h zo evit ar yaouankizoù

Daou skipailh zo, pemzek c'hoarier e pep hini anezho.

  • 1 diwaller (cúl báire / goalkeeper).
  • 3 drekour (lánchúlaí deas, lánchúlaí láir, lánchúlaí clé / right fullback, center fullback, left fullback).
  • 3 hanterour (leathchúlaí deas, leathchúlaí láir, leathchúlaí clé / right halfback, center halfback, left halfback).
  • 2 greizour (lár na páirce / midfielder).
  • 3 araoger etre (leatosaí deas, leatosaí láir, leatosaí clé / right half forward, center half forward, left half forward).
  • 3 fennaraogour (lántosaí deas, lántosaí láir, lántosaí clé / full right forward, full center forward, full left forward).
Ur skipailh war an dachenn
1. Diwaller
2. Drekour dehou 3. Drekour kreiz 4. Drekour kleiz
5. Hanterour dehou 6. Hanterour kreiz 7. Hanterour kleiz
8. Kreizour dehou 9. Kreizour kleiz
10. Araogour etre dehou 11. Araogour etre kreiz 12. Araogour etre kleiz
13. Pennaraogour etre dehou 14. Pennaraogour etre kreiz 15. Pennaraogour etre kleiz
  • Atav e vez prest un diwaller all, niverennet 16, da gemer lec'h an hini a zo o c'hoari. A-wezhioù e vez un trede diwaller prest, niverennet 31.
  • Erlec'hidi zo d'ar c'hoarierien all, niverennet adal 17.
Daou c'hoarier dirak an diwaller

Ar c'hoarierien a rank implijout ur vazh prenn onn (Fraxinus sp.) anvet camán (/kaˈmaːn/, gourel, diwar cam "kamm" ; (en) hurley) evit kas ur bellenn vihan anvet sliotar ([ˈʃlʲɪt̪ˠəɾˠ], gourel, orin dianav) etre peulioù ar skipailh enep, dreist an dreuzellenn evit gounez 1 poent (pointe / point, "poent") pe er roued a zo dindani evit gounez 3 foent (cúl / goal, "pal") ; diwallet eo ar roued. Gwir zo da dapout ar sliotar gant an dorn ha d'e zougen a-hed pevar c'hammed d'ar muiañ kent implijout ar vazh evit e stlepel er vann pe d'an douar. Reiñ un taol troad d'ar sliotar a c'heller ivez, pe e stlepel gant palv an dorn digor evit e dremen d'ur c'hoarier nes. Mar fell d'ur c'hoarier dougen ar bellenn a-hed muioc'h eget pevar c'hammed e c'hall he derc'hel war penn ar vazh, pe he derc'hel en e zorn div wech d'ar muiañ. Keit ha m'en deus un troad da nebeutañ war an douar e c'hall ur c'hoarier arsailhañ skoaz-ouzh-skoaz un eneber a zo gant ar sliotar, pe a zo o heuliañ ar bellenn ivez.

Kontañ ar poentoù

Diforc'het e vez etre poentoù ha palioù er gont : ur merk 2-11 a dalv 2 bal hag 11 poent, eleze 6 + 11 = 17 poent en holl.

E diwezh gourfenn Craobh Shinsear Iomána na hÉireann 2024 (21/07/2024, Croke Park, Dublin) e voe strizh-strizh trec'h kontelezh An Clár (3-29) war gontelezh Corcaigh (1-34), rak An Clár en devoa merket 9 + 29 = 38 poent ha Corcaigh 3 + 34 = 37 poent ; laouen e voe an daou skipailh evelato.

  • Sliotar : unan hepken zo war an dachenn ; ur bellenn e spoue goloet gant lêr eo, 69-72 millimetr he zreuzkiz ha 110-120 gramm a bouez enni. Pa vez stlapet kreñv e c'hall tizhout 110 metr gant un tizh dreist da 150 km/h.
  • Camán : unan da bep c'hoarier zo, ha d'an diwaller ivez ; ur vazh eo, 61-91 kantimetr he hirder, plad ha ledan he fenn.
  • Clogad : un tokarn, a zo ret d'an holl c'hoarierien ha c'hoarierezed a bep oad dougen abaoe ar bloaz 2010, pan eo mennet CLG/GAA da vihanaat an niver a wallzarvoudoù war an tachennoù.

Ur c'hrogad etre kontelezhioù a bad 2 x 35 munutenn ; 2 x 30 munutenn eo padelezh an holl grogadoù all, ha 2 x 25 munutenn a-wezhioù evit ar skipailhoù c'hoarierien oadet 13 vloaz ha nebeutoc'h. An tredeog pennañ a c'hall divizout ouzhpennañ amzer mard eus bet ehanoù er c'hrogad.

Mard eo rampo an daou skipailh e diwezh ar c'hrogad e vez aozet un eil krogad. Mard eus un eil rampo e vez ouzhpennet 2 x 10 munutenn ; mard eus rampo adarre e vez tennet ouzh ar palioù. Hervez live ar c'hampionad eo an adc'hoariadennoù-se, a zo divizet gant an tredeoged ha gant ar GAA er c'hampionadoù uhelañ rak ne c'heller ket atav aozañ ur c'hrogad dindan verr amzer.

Betek 8 tredeog a vez en ur c'hrogad hurling.

  • 1 penntredeog, war an dachenn e-mesk ar c'hoarierien.
  • 2 dredeog all, unan war pep kostez.
  • 4 zredeog all c'hoazh, daou e-kichen pep pal.
  • 1 ouzhpenn war ar c'hostezioù, er c'hrogadoù etre kontelezhioù hepken.

Er c'hrogadoù etre kontelezhioù hepken e vez un tredeog dre video, e Croke Park e Dublin hag e Semple Stadium e Durlas Éile.

Gant ar penntredeog e vez lañset ha paouezet ar c'hrogad, enrollet ar poentoù, roet tennoù-digoll, merket an torroù-reolenn ha roet kastizoù melen (gouzavadenn) pe ruz (skarzhadenn) d'ar c'hoarierien o deus torret reolenn pe reolenn ; skarzhet e vez ur c'hoarier en deus bet div c'houzavadenn e-kerzh ur c'hrogad.

E-maez Iwerzhon

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz kleuboù iomáint zo er bed a-bezh, a-drugarez d'an diaspora, hogen en Iwerzhon hepken ez eus ur skipailh broadel.

Banniel Aostralia Aostralia

E 1844 e voe ur c'hrogad e Melbourne, e Stad Victoria, ma oa meur a gleub er bloavezhioù 1870 ; e 1885 e voe tremen 10 000 a dud oc'h arvestiñ ur c'hrogad etre daou skipailh eus Sydney. Gant Australasia GAA e vez aozet krogadoù en Aostralia.

Banniel Arc'hantina Arc'hantina
Iwerzhoniz en Arc'hantina e-tro 1900

E Mercedes e proviñs Buenos Aires e voe aozet ur c'hrogad e dibenn ar bloavezhioù 1880 ; e miz Gouere 1900 e voe diazezet an Hurling Club e Hurlingham, Buenos Aires. E-pad ar Brezel-bed kentañ avat e voe dic'hallus lakaat degas bizhier eus Iwerzhon, ha re bounner ha re reut e oa an onn arc'hantinat. Adkroget e voe da c'hoari goude 1918, hogen da get ec'h eas an hurling en Arc'hantina a-c'houde an Eil Brezel-bed. Met e 1980 e voe c'hoariet krogadoù en-dro, a-drugarez d'un droiad gant an Aer Lingus Hurling Club e-pad teir sizhun. Adalek 2009 e voe buhez a-nevez en Hurling Club.

Kanada ha Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet

Adalek ar bloavezhioù 1780 ez eus bet enbroidi eus kontelezh Cill Chainnigh ha kontelezh Port Láirge e Kanada hag e New York ; goude An Gorta Mór, an Naonegezh Vras (1845-49), e voe un enbroadeg veur, hag Iwerzhoniz o tegas an hurling ganto[10]. E Boston, e 1886, e voe c'hoariet ar c'hrogad kentañ renet gant ar GAA en SUA, ha c'hoariet e vez iomáint gant diskennidi an enbroidi abaoe.

Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet

Abaoe dibenn an XIXvet kantved e vez graet hurling eno dindan ren ar British GAA ; al Lory Meageher Cup eo kib ar c'hrogadoù etre ar c'hontelezhioù Lancashire ha Warwickshire. Krogadoù enep kontelezhioù iwerzhonat a vez aozet ivez : London eo ar skipailh nann-iwerzhonat o vezañ bet trec'h en All-Ireland Senior Hurling Championship (1901).

Ur c'hleub zo e Caerdydd abaoe 1956, anvet St Colmcilles Cardiff GAA. E 2012 e voe c'hoariet ar c'hrogad hurling kentañ e Bro-Skos.

Banniel Suafrika Suafrika

Hep mar ebet e voe c'hoariet hurling gant soudarded an Irish Brigade e-kerzh Eil brezel ar Voeren (1889-1902). E-tro ar bloavezhioù 1915-16 e voe savet ur skipailh gant enbroidi eus kontelezh Cill Mhantáin a oa deuet da labourat en ul labouradeg danvez tarzh en Umbogintwini e KwaZulu-Natal. A-c'houde donedigezh kalz Iwerzhoniz er bloavezhioù 1920 e voe diazezet an Transvaal Hurling Association e Johannesburg e 1928. Er bloaz 1932, ur skipailh ac'h eas da Iwerzhon evit kemer perzh en Aonach Tailteann (C'hoarioù Tailteann), ma voent degemeret gant an taoiseach (pennvaodiern) Éamon de Valera.

Bev e voe ar sport e Suafrika betek an Eil Brezel-bed, a lakaas termen da zonedigezh Iwerzhoniz ha da vizhier dereat.

  • (en) King, Seamus J.. A History of Hurling. Dublin : Gill & Macmillan, 2005 (ISBN 978-0-7171-3938-5)
  • (en) King, Seamus J.. The Clash of the Ash in Foreign Fields – Hurling Abroad. Shannon : S. J. King, 1998 (ISBN 978-0-9533513-0-5)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.


  1. Kement ha "stlepel" e talv ar verb to hurl.
  2. Kement ha "bleinañ", "kas", e talv ar verb iomáin (['i:man]).
  3. (en) Pitch Man @ Forbes, 16/07/2012. Kavet : 22 Gou 24.
  4. (fr) UNESCO. Kavet : 22 Gou 24.
  5. 5,0 ha5,1 (en) Humphries, Tom. Sticks and thrones. In : The Guardian, 14/09/2003. Kavet : 22 Gou 24.
  6. (en) Hutchinson, Roger. Camanachd! – The Story of Shinty. Edinburgh : Birlinn, 2004, pp. 27-28 (ISBN 978-1-84158-326-6)
  7. (en) Irish Examiner, 20/01/2007. Kavet : 22 Gou 24.
  8. (en) The Social Significance of Sport @ An Institiúid um Thaighde Eacnamaíochta agus Sóisialta/Economic & Social Research Institute. Kavet : 22 Gou 24.
  9. (en) Olympic Games Medallists – Other Sports @ gbrathletics. Kavet : 22 Gou 24.
  10. (en) King, 1998, pp. 97-98.