L’Héritage des Celtes (Hêrezh ar Gelted) a zo ur strollad sonerien, lod vrasañ anezho eus ar broioù a vez graet keltiek anezho. Bodet eo bet ar strollad gant daou Gemperad, ar produer Jakez Bernard hag ar gitarour-kaner Dan ar Braz. Asambles e son an holl sonerien tonioù keltiek hengounel hag ivez tonioù rock ha folk bet savet gant Dan ar Braz.
Ur pennad hiroc'h a gaver er pennad diwar-benn Dan ar Braz.