IJssel

Ar stêr IJssel (distaget [ˈɛi̯səl]) zo ur stêr eus Alamagn hag an Izelvroioù. Bez ez eo ur vrec'h d'ar Roen, 120 km dezhi, a dreuz douaroù Gelderland ha Overijssel. Goude tremen dre gêr Arnhem ez a da deurel he dour en IJsselmeer, pe "Lenn IJssel".

Er Grennamzer e veze graet ar Vlie eus genou ar stêr IJssel.

Issel eo ar stumm alamanek, Yssel an hini gallek, IJssel an hini nederlandek. En amzer ar Romaned e oa anavezet ar stêr-se dindan an anv Isala. Graet e vez ivez an anv Gelderse IJssel anezhi, (da lavarout eo IJsel Gelderland), abalamour d'ober ar c'hemm gant an Hollandse IJssel a red dre greisteiz Holland. Oude IJssel ("IJssel kozh") a vez graet gant tud an Izelvroioù eus lodenn alaman ar stêr, hag IJssel eus al lodenn zo en o bro.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù.