Giovanni Antonio Bazzi, lesanvet Il Sodoma (Vercelli, 1477 – Siena, 15 C'hwevrer 1549), a oa ul livour italian.
Tapet en doa e lesanv dre ma plije dezhañ ar baotred yaouank, hervez Giorgio Vasari, evel Caravaggio ha Benvenuto Cellini ha forzhig arzourien arall en e amzer. Kement-se ne viras ket outañ da zimeziñ.
Diskibl e oa da Martino Spanzotti. Kemer a reas an dorn war-lerc'h Signorelli e kloastr Monte Oliveto Maggiore. E 1512 edo o labourat er Villa Farnesina e Roma. Goude ez eas da Siena da chom, hag eno e echuas e vuhez livour, oc'h ober war-dro murlivadurioù, ma weler ennañ unan eus mistri veur ar skol sienat.
Ne oa ket un tresour eus ar c'hentañ troc'h, met mestroniañ al lusk hag al liv a rae, ma c'haller e dostaat, er c'heñver-se da vihanañ, ouzh Leonardo da Vinci evit a sell al livañ merc'hed, koantik, ha parfet. E ziskibl wellañ e oa Le Riccio, a zimezas gant e verc'h Faustina.