Titl | Il pleut sur Santiago |
---|---|
Tachenn | film dramael |
Bro orin | Frañs |
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwel | galleg |
Deiziad embann | 1975 |
Sevener | Helvio Soto Soto |
Senarioour | Georges Conchon |
Sonaozer | Astor Piazzolla |
Lec'h an istor | Chile |
Liv | liv |
Renkadur ar CNC | holl bublik |
Il pleut sur Santiago ("glav a ra war Santiago") zo ur film gall-bulgarat sevenet gant Helvio Soto, hag embannet e 1975. Ar film diwezhañ eo da vezañ bet produet gant Les films Marquise, ti embann Jacques Charrier ha Jean-Claude Brialy, he doa graet freuzstal goude ma vije bet un taol fall a-fed kenwerzh gant ar film.
Ar film a daolenn taol-stad an 11 a viz Gwengolo 1973 e Chile, a oa bet kroget gant ar c'hemennad kodet « glav a ra war Santiago », skignet war ar radio diwar atiz an emsavidi, evit ar soudarded.
Degemeret fall e oa bet ar film ha betek bezañ kaoz da freuzstal an ti-embann filmoù Les film Marquises. Ma 'z eo gwir-tre a-fed fedoù istorel an adsevel daou vloaz war-lerc'h an taol-stad, an doare da gontañ an istor zo bet kavet abeg ennañ ha kavet re zramaek ha re eeunek[1].