Ilha do Pico

An Ilha do Pico, gwelet eus Enez São Jorge.
Kartenn eus an Azorez.

An Ilha do Pico, pe Enez ar Pico (Enez ar Gern), zo unan eus an Azorez, anvet diwar ar menez-tan a zo en he c'hreiz.

Ar Montanha do Pico, ar menez-tan, en deus ur gern anvet o Pico Pequeno pe Piquinho (bihanik). Uhelañ menez Portugal eo, hag an trede uhelañ er Meurvor Atlantel, gant 2 351 metr a-us da c'horre ar mor.