Ilse Koch, pe Ilse Köhler hervez hec'h anv plac'h yaouank, ganet e 1906 e Dresden, marvet e 1967 e Hameln, a zo brudet dre he c'hrizded ouzh bac'hidi ar c'hampoù alaman e-pad an Eil Brezel-Bed. Lesanvet e oa Die Hexe von Buchenwald, e saozneg "The Beast of Buchenwald, hag e galleg "la chienne de Buchenwald". Dimezet e oa da g-Karl Koch, kentañ komandant kamp-bac'h Buchenwald, ha rener hini Majdanek goude, fuzuilhet gant an SS dre ma oa laer ha muntrer.
Ganet eoa e Dresden, he zad a oa eilmestr en ul labouradeg. Plac'hig seven hag evurus e oa er skol gentañ. Da 15 bloaz e oa aet da zeskiñ ar vicher a gontaouerez.
E 1932 e oa ezel eus ar strollad nazi. Dre vignoned he devoa e-touez an SA ha SS, e reas anaoudegezh gant Karl Otto Koch e 1934, ha dimezet e voent daou vloaz goude.
Barnet e voe abalamour d'he zorfedoù-brezel gant ul lez-varn stadunanat e 1947. Tamallet e oa dezhi kemer perzh e muntroù e Buchenwald."[1] Kondaonet e voe da vezañ bac'het a-hed he buhez.
Goude daou vloaz er vac'h e voe lezet da vont gant ar jeneral Lucius D. Clay, gouarnour rann stadunanat Alamagn. Harzet e voe Koch adarre e 1949 barnet gant ul lez alaman, tamallet dezhi broudañ da lazhañ e-barzh 135 afer. Kondaonet e voe da vezañ bac'het a-hed he buhez adarre, e miz Genver 1951.
En emgrougañ a reas en he c'hell e Gwengolo 1967 d'an oad a 60 vloaz, goude skrivañ ul lizher d'he mab.
En em grougañ a reas en he c'hell e toull-bac'h Aichach e Gwengolo 1967.