Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Ingenuus a oa ur penn eus al lu roman e Pannonia hag embann a reas e oa impalaer goude marv an impalaer Valerian, e 260 (e 258 hervez mammennoù zo).
Karget e oa bet eus deskadurezh milourel Caesar Cornelius Licinius Valerianus, mab yaouank an impalaer Gallienus. Goude marv ar paotr yaouank, e 258, avat, en em gavas en arvar. Pa oa faezhet ha lazhet Valerian gant Chapour kentañ, impalaer sasanian, e 260, en em savas a-enep Gallienus.
Buan e stourmas Gallienus en e enep. Gervel a reas soudarded eus Galia ha goude ur gerzhadeg prim e kejas gant arme Ingenuus war an dachenn emgann e-kichen Mursa. Faezhet e voe ar re-mañ gant jeneral Galienus, Aureolus, a implijas gant aked ar splet a zegase dezhañ fiñvusted e varc'hegerezh, ar pezh a oa un nevezadenn c'hoantaet gant an impalaer.
N'ouzer ket ha lazhet e oa bet Ingenuus en emgann pe hag en em lazhañ a reas goude e faezhidigezh kuit da vezañ tapet gant e enebourien.
N'eus pezh moneiz ebet gant e anv warnañ, ar pezh a ziskouez ne badas ket hir e emsavadenn. Unan eus an Tregont Mac'homer meneget gant an Historia Augusta eo.