Ingrid Jonker

Ingrid Jonker e 1956

Ingrid Jonker (19 Gwengolo 1933 e Douglas e Proviñs ar C'hab - 19 Gouere 1965 e Kêr ar C'hab) a oa ur varzhez afrikanek eus Suafrika.

Merc'h e oa da Abraham Jonker ha Beatrice Cilliers. He zad a labouras evit ar Strollad Broadel a-raok bezañ kazetenner. Dispartiet e voe he zud d'ar mare ma voe-hi ganet. Mervel a reas he mamm pa ne oa nemet dek vloaz. Diwar neuze e vevas gant he zad, addimezet, e Kêr ar C'hab. En he oad gour ez embannas mennozhioù disheñvel-bras diouzh re he zad, kement ha ken bihan ma voe dianzavet gantañ.

Dimeziñ a reas Ingrid Jonker da Pieter Venter hag ur verc'h o devoe, met dispartiet e voent tri bloaz goude ganedigezh ar verc'hig-se. Da dost da 32 vloaz en em veuzas Ingrid war an aod, e Three Anchor Bay.

He zorkad barzhonegoù kentañ, Ná die Somer ("Goude an hañv"), a voe skrivet ganti pa ne oa ket 13 vloaz c'hoazh. Skrivet he deus en afrikaneg, met troet eo bet he barzhonegoù e meur a yezh. Renkañ a reer anezhi er strollad skrivagnerien penn-araok hag enebet ouzh an apartheid anvet Die Sestigers ("Re ar bloavezhioù 60"), asambles gant tud evel Breyten Breytenbach, André Brink, Adam Small pe Bartho Smit.

E 2011 e oa bet graet ur film diwar he fenn, Black Butterflies, ma oa c'hoariet roll Ingrid Jonker gant an aktourez eus an Izelvroioù Carice van Houten.