Inkscape | |
---|---|
![]() | |
![]() Inkscape e katalaneg | |
Rummad | Embanner SVG |
Kentel nevesañ |
0.92.3 11/03/2018 |
Diorroadur | Oberiant |
Statud kenwerzhel |
Digoust Mammenn-digor |
Kodoù | C++ gant gtkmm Python (astennoù) |
Savenn | IA-32 ha x64 |
RK | FreeBSD Linux macOS Windows |
Ment | 93,3 MB |
Yezhoù | 66 yezh |
Internet | inkscape.org |
Inkscape zo ur meziant krouiñ pe gemmañ skeudennoù sturiadel. Digoust eo, ha digor eo e vammenn dindan aotre GPL. Galloudus eo Inkscape, pa'z eo kenglotus gant skouerioù XML, SVG ha CSS ar W3C.
Ur poellad lies-savenn eo, a c'heller implijout dre Microsoft Windows, Mac OS X (dindan X11), Linux ha FreeBSD.
Dre Inkscape e c'heller tresañ stummoù divventek pe deirmentek, a c'heller leuniañ gant livioù pe steuñvennoù, dinaouet pe get ; gant an dreuzwelusted e c'heller c'hoari ivez. Tu zo da enporzhiañ tresadennoù pe luc'hskeudennoù ha labourat warno evit krouiñ stummoù nevez a c'heller treuzfurmiñ dre o dilec'hiañ, o zreiñ, kemmañ o skeul pe o stumm.
E 2003 e krogas diorroadur Inkscape, war diazez ur [[forc'h (stlenneg)[forc'h]] eus ar raktres Sodipodi, hag a zo ur forc'h eus Gill, ur poellad savet gant Raph Levien evit GNOME.
Inkscape zo tremenet eus ar yezh programmiñ C (yezh programmiñ) d'ar C++ ha da ereoù C++ al levraoueg grafek GTK+ (Gtkmm). Kemmoù zo bet ivez e live an etrefas implijer ha arc'hwelloù nevez zo bet lakaet (oberiant-tre eo an diorroadur).
Goude disklêriadur Xara e vefe digoret kod ar poellad tresañ sturiadel Xara Xtreme, c'hoant da genlabourat zo savet etre an daou skipailh. An daou veziant a eskemm neuze o c'hod hag a gendeuz o strivoù evit tizhout live ar poelladoù kenwerzhel.