Un intañv zo ur pried hag a zo marvet e wreg, un intañvez zo ur bried hag a zo marvet he gwaz. Komz a reer eus intañvded, intañvegezh, intañvelezh pa gomzer eus o stad.
Intañviñ a ra ur gwaz, intañvezañ a ra ur wreg, pa varv o fried.
An tiegezhioù ma varve an tad a golle an tu da gaout o bara. Marv an tad a gase an intañvezed hag o bugale da glask o bara alies, evel a weler el levr Bilzig.
Dre ma varve aliezik ar gwragez er gwilioud e c'halle an ezhec'h intañviñ meur a wech.
Brud fall a c'halle bezañ ivez war an intañvezed, dreist-holl ar re yaouank, ha barnet kriz e veze, er gevredigezh kozh, an doare ma vevent a-wechoù.
En Indez e oa ar c'hiz d'an intañvezed mervel en tan da vare obidoù o gwaz, en desped dezho peurvuiañ evel-just. Gwelet a reer haroz levr Jules Verne Le Tour du Monde en 80 jours o saveteiñ un intañvez yaouank eus an tan.