An Internationale Jugendbibliothek (International Youth Library e saozneg) zo ul levraoueg etrevroadel gouestlet d'al lennegezh evit ar yaouankiz, e München e Bavaria, e kastell Blutenburg. Digoret e oa bet e 1949 gant ar skrivagnerez ha kazetennerez Jella Lepman, hag abaoe 1983 emañ e kastell Blutenburg.