Inbhir Easg e gouezeleg Skos, Inveresk e saozneg, ur gêriadenn eu Bro-Skos, e kontelezh Lodainn an Ear.
Emañ war un uhelenn, war lez ar stêr Easg. Eno e oa bet ur c'hreñvlec'h roman anvet Coria[1] en IIvet kantved, war douar ar Votadini.
Ar ger gouezeleg inbhir, a gaver en anv, a ra dave da gember ar stêr Easg (Esk) gant ar Firth of Forth[2].