Ne oa bet lakaet titl ebet dezhi gant he oberour. Anvet e vo Invictus, ur ger latin hag a dalvez kement ha "na c’heller ket trec’hiñ", gant ar skrivagner kerneveuratArthur Quiller-Couch (1863-1944) e 1900.
Gant Nelson Mandela e voe skrivet hag engravet he gwerzennoù war mogerioù e gell e toull-bac’h enez Robben Island ma oa bet digenvezet. Er gwerzennoù-se, a veze ouzh o lenn bemdez-c’houloù, e kavas nerzh ha kredenn divrall hed-ha-hed an triwec’h vloaz bac’h eno.