Iolaos a oa mab da Ifikles, e mojennoù kozh Hellaz.
Iolaos, Iolaüs pe Iolas (e gregach Ίόλαος / Iólaos), a oa mab da Ifikles, breur gevell Herakles, ha da Aotomedousa, a zo un haroz eus Thebai, en Hellaz kozh.
Kompagnun feal eo d'e eontr Herakles, ha bleniañ a ra karr an haroz dre Hellaz.
Skoazellañ a reas e eontr
Hervez Paosanias ez eas ar maout gantañ e redadeg kirri ar C'hoarioù Olimpek kentañ aozet gant Herakles (V, 8, 3), hag e c'hoarioù kañv Pelias.
Dimeziñ a reas gant Megara, pa deurvezas Herakles he leuskel gantañ, hag en doe ur verc'h diganti, Leipefilene. Kaset e voe gant an haroz da Sardinia, urzh dezhañ da sevel un drevadenn gant ar vibien en devoa bet digant merc'hed eus Thespios, an Thespiadezed.
Mervel a reas e Sardinia.
Met diwezhatoc'h e voe laosket da zont e-maez an ifernioù da gemer perzh er brezel a rene an Heraklided ouzh Eurystheüs. Hervez Pausanias (I, 44, 10) eo eñ a lazhas Eurystheüs, hervez Diodoros eo Hyllos. Distreiñ a reas neuze d'an Ifernioù.
Hervez lod all e voe beziet nepell diouzh ar monumant da Amfitrion, unan eus e c'hourdadoù.
Bez Iolaos e Tebai a zo testeniekaet:
Hervez Diodoros Sikilia e veze rentet ul lid harozel da Iolaos e Sikilia, ha gant Herakles e oa bet lakaet ur c'hoad en e anv. Ouzhpenn, emezañ, e oa enoret e kêr Agyre :
« Ar re a zo o chom e kêr Agyre a ouestl o blev da Iolaüs hag o dalc'h e ratre evit gallout o c'hinnig d'an doue-se gant lidoù bras. »