Irma Serrano

Irma Serrano, war-dro 1969.

Irma Consuelo Cielo Serrano Castro, anavezetoc'h evel Irma Serrano, lesanvet La Tigresa de la Canción Ranchera, pe La Tigresa ken plaen ha tra, (ganet e 1933 e Comitán de Domínguez - 2023), zo ur ganerez vec'hikan en doare ranchera hag un aktourez, bet gwelet en un dek film bennak, hag ur bolitikourez bet senedourez Chiapas etre 1994 ha 1997.

Merc'h eo da Santiago Serrano Ruiz «El Chanti», barzh ha kazetenner, ha da María Castro Domínguez, perc'hennez seitek hacienda. Dispartiañ a reas he zud pa oa 7 vloaz.