Istor Brezel Peloponnesos zo ul levr gant Toukidides, hag a zo kontet ennañ Brezel Peloponnesos en Henamzer.
20 vloaz e padas ar brezel-se etre
Skrivet eo bet an oberenn-se gant Toukidides, ur c'heodedour atenat a oa bet strategour e-doug ar brezel-se. Sellet e vez ouzh al levr-se evel un oberenn glasel a-bouez hag evel ar c'hentañ oberenn istor hervez ar ster modern.
Rannet e oa an Istor en eizh levrenn gant embannerien eus diwezh an henamzer.
Evit an amzeroniezh ez eus teir lodenn en oberenn:
En Istor Brezel Peloponnesos eo dezrevellet ar brezel bras kentañ a chom ur roud skrivet a dalvoudegezh anezhañ.
Kontet eo ar brezel gant an istorour atenat adalek penn kentañ ar brezel betek ar bloaz 411 kent JK. E penn kentaén ar brezel e oa an oberour o c'hourc'hemenn an arme, hag e oa mignon da Berikles. E 424 e voe harluet pa ne oa ket bet gwarezet ur gêr gantañ evel ma oa dleet.
Adalek neuze e krogas da skrivañ e levr.
Eus labourioù an istorourien arall a gendalc'has gant e labour. Ne chom nemet Hellenika an istorour Xenophon, a ya eus 411 da 362 kent JK, met n'eo ket prizet kement, abalamour d'ar pezh a guzh, pe d'an diouer a neptuegezh.