Istor an Iliz katolik

Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 
Arvar zo diwar-benn neptuegezh ar pennad-mañ
ha n'eo ket savet diouzh un holloueziadur
.
Kit da welet ar gaozeadenn
Basilik sant Pêr e Roma

Unan eus ar c'hoshañ ensavadurioù eus an Denelezh eo an Iliz katolik a vo 1200 milion a fideled enni goude daou vilved. Istor an Iliz katolik a c'hall bezañ rannet en un nebeud prantadoù. Goude ma oa kroazstaget Jezuz Krist, an abostoled a c'hounez feizidi nevez, e-touez ar Yuzevien da gentañ ha da c'houde e-touez holl sujidi an Impalaeriezh roman hag en diavaez dezhi zoken. Atahinet eo ar Gristenien dindan kalz impalaered.

En 313 e cheñchas statud an iliz a oa aotreet gant skrid-embann Milano embannet gant an impalaer Kustentin Iañ. E 380 e teuas ar relijon gatolik da vezañ relijion ofisiel an impalaeriezh roman goude skrid-embann Tessalonika betek diskar impalaeriezh roman ar C'hornôg, ha diwezhatoc'h hini Impalaeriezh roman ar Reter. E-pad an amzer-se e oa savet peme sez pennañ hervez Eusebius: Roma, Kergustantin, Antioc'heia, Jeruzalem hag Aleksandria, anvet ar Bentarkiezh.

Goude distruj an Impalaeriezh roman, an iliz a voe ur faktor pennañ e gwarez ar sevenadur klasel. Savet e oa manatioù ha kaset e oa misionerien da avielañ pobloù all Europa, ken pell hag Iwerzhon en norzh. Ur c'hemm bras a oa degaset er reter gant astenn an Islam war-dro ar VIIvet kantved. Aloubet e oa tri eus sezioù ar batriarked gant an Arabed : Jeruzalem da gentañ, Aleksandria, hag en VIIvet kantved Antioc'heia.

Ar stourm etre ar gristeniezh hag an Islam a oa unan eus doareoù pennañ ar pemp kantved goude en-dro d'ar Mor Kreizdouar. Harzet e oa emled an islam gant emgannoù Poitiers, ha Toulouse, daoust ma preizhet Roma hec'h-unan e 846 pe e 848, ha ma oa lakaet seziz war Kergustentin.

En XIvet kantved, an darempredoù diaes etre iliz gresianek ar reter hag an Iliz latin er c'hornôg a lakaas da darzhañ disivoud etre an div, abalamour dreist-holl d'un dizemglev diwar-benn aotrouniezh ar bibien. Ar pevare kroaziadeg ha preizhidigezh Bizantion gant Kroazidi a dorras al liammoù etre ar reter hag ar c'hornôg.

Er XVIvet kantved, abalamour d'ar Brotestantiezh ha d'an Disivoud Meur, e krogas an iliz un argerzh ardreizherezh bras anavezet evel an enepadreizhadur. Er c'hantvedoù da-heul en em ledas ar gatoligiezh er bed a-bezh daoust d'un digresk eus pouez an iliz e poblañsoù Europea abalamour da gresk ar brotestantiezh ha d'an amgredoni adal Kantved ar Sklêrijenn. Ar sened-meur Vatikan II er bloavezhioù 1960 an hini eo a zegasas ar brasañ kemmoù er gatoligiezh abaoe Sened-meur Trento tri c'hantved a-raok.


An Henamzer kristen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Amzerioù abostolek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

(Ob. 1 da 6) Daou-ugent devezh goude ar Bignidigezh en em dennas an Ebestel er Gambr-lid m’en doa Jezuz savet en Eukaristïezh. Dek devezh e chomjont eno o pediñ gant ar Werc’hez Vari. Da zeiz ar Pantekost, war-dro 9 eur vintin, e tiskennas warno ar Spered Santel evel teodoù-tan, evel ma oa bet prometet gant Hor Salver. Nerzhekaet evel-se en em lakjont da brezeg an Aviel. An devezh kentañ e c’hounezas sant Pêr tri mil den, ha pemp mil an eil gwech ma komzas. War an hent da vont d’an Templ gant Yann e pareas un den ganet kamm. Neuze e krogas an Ebestel da avielañ Judea hag an toleadoù amezek, daoust d’an heskinadurioù a-berzh ar Juzevien.

Merzherinti Sant Stefan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit o skoazellañ e voe dilennet hag urzhiet seizh diagon gant an Ebestel. Ar c’hentañ anezho a oa Stefan. Ur prezeger ampart e oa, hag e oa burzhudoù, ha kalz a dud a veze gounezet. Da heul ur brezegenn, dirak ar Yuzevien a oa ouzh e heskinañ, e lavaras « Setu ma welan an Neñvoù digor ha Mab-an-Den en E sav a-zehou da Zoue ». Kounnaret-holl, ar Juzevien a gasas anezhañ er-maez eus kêr, hag e voe meinataet d’e lazhañ. En ur vervel e lavaras sant Stefan : « Aotrou, na laka ket war o c’hont ar pec’hed-se », ha « Aotrou Jezuz, degemer va spered ».

Saoul, lesanvet sant Paol diwezhatoc’h, a oa aze pa voe merzheriet sant Stefan. A-enep ar Gristenien e oa. Un deiz ez eas war-zu Damask a-benn heskinañ Kristenien ar gêr-se. Edo o tostaat pa luc’has a-daol-trumm en-dro dezhañ ur sklêrijenn o tont eus an neñv. En ur gouezhañ war an douar e klevas ur vouezh a lavaras dezhañ « Saoul, Saoul, perak am heskinez ? ». Goulenn a reas : « Piv out-te Aotrou ? ». Hag Eñ a respontas : « Me eo Jezuz, an hini a heskinez ». E-pad tri devezh e chomas hep gwelout. War urzh Jezuz ez eas da Zamask hag e voe badezet gant Anania. Beajoù bras a reas en Henc'hres, e Roma, betek e Bro-Spagn marteze, evit ma vezo anavezet piv eo Jezuz. Dibennet e voe e Roma da goulz heskinadeg Nero. Pevarzek lizher a skrivas sant Paol, ha lennet e vez tammoù anezho bep sul d’an Oferenn.

Ebestel, sant Pêr ha sant Yann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bloaz 42 ec’h en em vodas an Ebestel evit Sened Jeruzalem. D’ar poent-hont eo e voe skridaozet ganto « Simbol an Ebestel », hag en em strewiñ a rejont er pevar c’horn eus ar bed anavezet da neuze da embann an Aviel : sant Tomaz en Indez, sant Andrev en Ukraina a vremañ, sant Bertelame er C’hurdistan hag an Armenia, sant Mark en Afrika… Sant Pêr, o fennrener hag ar Pab kentañ, a oa da gentañ e Jeruzalem. Mont a reas da Antioc'hea e lec’h e voe graet evit ar wech kentañ « Kristenien » eus Diskibled Jezuz. Diwezhatoc’h ez eas da Roma da chom hag e skrivas ul lizher ac’hano. Kroazstaget e voe, ar penn d’an traoñ, er bloaz 67, el lec’h m’emañ bremañ Penniliz Sant-Pêr ha palez ar Pab. Er bloaz 70, e voe diskaret kêr Jeruzalem gant ar Romaned, evel ma oa bet diouganet gant Jezuz[1]. Sant Yann Avielour, an Abostol karet-dreist gant Jezuz, a voe eskob Efesos.

An heskinadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad an daou gantved kentañ eus hon oadvezh ne veze ket lakaet kemm etre ar Yuzevien hag ar Gristenien gant ar Romaned. Ne oa ket heskinet ar Gristenien en un doare sistematek d'ar mare-se ha pa vezont handeet eo dreist-holl evit ar pezh a veze sellet outañ evel torfedoù gant ar Romaned[2].

War dachenn an doueoniezh ez eo gouzañvus a-walc'h liesdouegezh ar Romaned daoust ma'z int disfizius e-keñver relijionoù misterioù ar Reter degaset e Roma gant ar soudarded. Anavet o deus ar Romaned en o istor ranngredennoù relijius sellet oute evel dañjerus evit ar Stad, evel hini fizidi Attis, difennet rak spazhet e veze ar fideled, hini misterioù Dionysos a oa handeet gant feulster da-heul gwallskouer ar Bakanaloù e -186 a-raok bezañ aotreet gant Julius Caesar. Gallout a reer ivez menegiñ difenn azeulerezh Isis, goude ur wallskouer all[3] hag aotret un nebeud degadoù bloavezhioù war-lerc'h gant Caligula. Diazezet eo a relijion Roma war lidoù foran bras ha degemeret e veze Doueed ar proviñsoù e-barzh ar Pantheon, un templ bras ma oa zoken un aoter d'an doue dianav a-hervez. Koulskoude e oa atahinet ar Gristenien en un doare lec'hel kerkent hag an IIe kantved, evel e Bitinia[4].

Kemm a ra an emzalc'h-se pa en em rent ar Romaned kont eus an abegoù a gave ar Gristened en hengounioù roman (c'hoarioù ar sirk, azeulerezh an impalaer, urzhaz etre an dud). Evel relijionoù eus ar reter e kavent abeg e kevredigezh Henroma hag e soñjent e oa o dever kemm anezhi. Dont a ra al lodenn vrasañ eus enebiezh ar bobl avat eus ar fed e veze rebechet an amixia oute, da lâret eo nac'hañ da gemer perzh er vuhez foran o chom hep kemer perzh er vuhez keodedel, liammet strizh d'ar relijion bagan neuze.

Dek heskinadeg a voe, en ur prantad a zaou c’hant hanterkant vloaz ha miliadoù a verzherien a voe. An heskinerien bennañ a voe Nero, Decius, ha Diocletianus… Ar verzherien anavezetañ a zo sant Pothin, santez Blandina, sant Ireneiaos e kêr Lyon, sant Denez e Pariz, sant Donasian ha sant Rogasian en Naoned, a vez lesanvet « Bugale an Naoned ». Ne viras ket an heskinadegoù ouzh an Iliz da greskiñ, rak « gwad ar Verzherien, eme Tertullianus eo had ar Gristenien ».

An impalaer Kustentin, bet trec’h en un emgann da-heul emziskouez ur groaz skedus en oabl a-hervez, a roas ar peoc’h d’an Iliz, dre skrid-embann Milano er bloaz 313. Trubuilhoù a voe c’hoazh gant heskinadegoù Juluan an Abostad, a varvas dilezet gant an holl. E Roma, palez al Laterano a voe profet d’ar Pab gant Kustentin, a savas ivez pennilizoù bras. Santez Elena e vamm a yeas d’an Douar Santel, a zizoloas ar Groaz-Santel, hag a savas ilizoù e Jeruzalem hag e Betlehem.

An Ebestel hag o warlerc’hidi a skignas ar feiz kristen dre ar bed. Misionerien e leizh a voe kaset gant ar bibien e Galia, e Lugdunum da gentañ, goude-se e Lutetia. Sant Marzhin a avielas bro Dours, ha sant Kler Bro-Naoned. Betek e Bro-Indez hag er Soudan ez ejont a-hend-all.

An disivoudoù, ar senedoù-meur, an Doktored eus an Iliz

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pevar disivoud bras a voe. Arius a nac’he e oa ar C’hrist Doue. Makedonius a nac’he e oa ar Spered Santel Doue. Nestorius a lavare e oa daou berson er C’hrist. Eurikez a lavare ne oa ennañ nemet un natur. Pevar sened-iliz, da lavarout eo hollvedel, a enebas ouzh ar fazioù-se : Sened meur kentañ Nikeia (325) a gondaonas Arius hag a resisaas ar feiz gant ar Gredo a vez implijet en oferenn hiziv an deiz. Sened-meur Kergustentin (381) a gondaonas Makedonius. Sened-meur Efesos (431) a gondaonas Nestorius hag a resisaas ez eo ar Werc’hez « Mamm Doue ». Sened-meur Kalsedon (451) a gondaonas Eurikez.

Difennerien a en em savas da ziskouez ar fazioù a veze graet gant an disivouderien. Tadoù an Iliz a vez graet anezho. Difenn a rejont gant berzh kelennadurezh an Iliz koulz en Iliz katolik hag en hini C’hresian. D’un niver bennak anezho ez eo bet roet an titl a Zoktored. E-touez Doktored ar Reter emañ sant Atanaz, sant Bazil, sant Gregor Nazians, sant Yann « Genoù aour » (Krizostomos). Pennañ doktored an Iliz eus ar C’huzh-heol a zo sant Ambroaz, sant Hiler, sant Jerom, sant Eosten (pe Aogustin) ha sant Gregor Veur.

An Iliz hag ar Varbared

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro dibenn ar IV kantved e voe aloubet an impalaeriezh roman gant ar Varbared. He seizh gwellañ a reas an Iliz evit skañvaat d’an dud ar reuzioù a c’houzañvent da-heul an aloubadegoù. Kalz e c’houzañvas met dont a reas a-benn da c’hounid ar Varbared d’ar feiz kristen ha d’o « seveniñ ». An Huned, dindan ren Attila o roue, a aloubas Galia hag Italia. E kêr Troye avat e voent harzet gant sant Loup, e Pariz gant santez Jenovefa, en Orleañs gant sant Aignan hag e Roma gant ar Pab sant Leon. Penn-rener ar Franked, Merowig, a drec’has anezho e Châlons-sur-Marne. Hlodwig, mab-bihan Merove, a voe ar roue kristen kentañ. En emgann Tolbiac eo en em droas ouzh doue e wreg Klotilda hag e voe badezet er bloaz 496 e Reims gant an eskob sant Remi, ha gantañ tri mil eus e soudarded. Abalamour da se e vez lezanvet abaoe Frañs « merc’h henañ an Iliz ». Bloaz war-lerc’h, e 497, eskob da zont Roazhon sant Melani, en anv ar C’hallo-romaned, ha sant Padern en anv ar Vrezhoned, a reas un emglev gant ar Roue Frank Hlodwig nevez-kristeniet a-benn chom hep paeañ truaj ebet gant ma sikourjent ar roue da stourm ouzh ar C’hermaned all. D’an Arvorig e kendalc’he da dec’hout ar Vrezhoned, a oa kristenien, a zirak ar Saozon hag Iwerzhoniz : evel-se e c’hanas Breizh-vihan, a voe ur vroad kristen adal he deroù. Tamm-ha-tamm e voe gounezet d’ar feiz kristen da heul ar Franked an holl bobloù barbar all : ar Vurgonded e Galia, ar Vizigoted e Spagn, al Lombarded en Italia, an Angled en Enez Vreizh, ar C’hermaned, hag ar Slaved. Gounezet e voent pergen gant prezegerezh Sant Aogustin, an Iwerzhonad sant Koulman, ar Saoz sant Bonifas, ar vreudeur c’hresian sant Kirillos ha sant Metodios.

En ur ober kant vloaz e vrezelias ar Vahometaned pe Vuzulmaned da c’hounid Arabia, Azia Gornog, Norzafrika, hag e aloubjont Galia. Harzet e voent e Poitiers er bloaz 732 gant Charlez Martel, ha bountet en-dro e Spagn, a voe adgounezet da vat er XVvet kantved.

An Iliz ha disrog ar Sav-Heol

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Orin an disrog

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennabeg an disrog a zo c’hoant ar Batriarked (pe Uheldadoù) Kêr Gustentin (pe Gonstantinopolis) da vezañ par d’ar Pab. Unan anezho, Photius, a nac’has sujañ d’ar Pab Nikolaz Iañ, hag e voe kondaonet gant sened Kêr Gustentin (869). Diwezhatoc’h, e 1053, e troc’has Mikael Iañ Kerulianos diouzh Roma. En ur en em zispartiañ diouzh an Iliz katolik e sachas ar Batriarked Iliz ar Reter ganto. Kement-mañ a vez graet anezhañ « an Disrog gresian » pe « Disrog ar Reter ». Abaoe n’eo ket c’hoazh adunanet disrogourien ar reter, anvet Reizhkredennek pe Ortodoksed gant an Iliz katolik roman, pe latin. Bez ez eus ganto kement a Ilizoù ha maz eus a vroadoù.

An Iliz hag ar galloudoù diazezet

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Galloud douarel ar Bibien. Da vare an aloubadegoù barbar, pa ne oa ket mui impalaerien d’o difenn, en em stagas ar Romaned ouzh ar Bibien, a oa o gwellañ gwarezourien. Evel-se e krogas galloud douarel an Iliz.

Pepin Grenn, da gentañ, a oa aet war sikour Roma a veze taget gant al Lombarded. Reiñ a reas d’ar Pab ar c’hêrioù en devoa gounezet war an alouberien (755). Karl Veur, goude-se, a zifennas ivez tud Roma, a gadarnaas an donezon hag a voe kurunennet impalaer ar Romaned gant ar Pab Leon III, da zeiz Nedeleg ar bloaz 800.

Rendael ar c’hadoridigezhioù-iliz. En Xvet kantved hag XIvet kantved kantved e voe dizurzhioù bras en Iliz. Da lakaat urzh e rankas ar Pab Gregor VII stourm ouzh impalaer Alamagn Herri IV, a werzhe ingal kargoù a iliz. Rediet e voe da sujañ d’ar Pab, e kêr gCanosa. Da heul ar rendael-mañ, hini « ar c’hadoridigezhioù », e voe ur brezel, « brezel ar velegiezh hag an Impalaeriezh », a zisoc’has war drec’h ha dizalc’hiezh an Iliz.

An urzhioù relijiel bras etre an Xvet hag ar XIVvet kantvedoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Veneaded a ziazezas en dekvet kantved abati Cluny e bro Vourgogn, anavezet-bras. En unnekvet kantved, sant Bruno a ziazezas urzh ar Chartouzed, strishoc’h, ha sant Bernez a voe e penn hini Citeaux, a roas urzh an dTrapisted, ur skourr eus urzh sant Benead. E deroù an trizekvet kantved, sant Frañsez Asiz a grouas urzh ar Vreudeur minored, ha gant sikour santez Klara hini ar Glarised. Diazezet e voe gantañ ivez un Trede Urzh evit ar re a chom en o stad-buhez, « er bed ». Daou frañsezad eus ar mare-se a zo brudet : sant Anton Padova ha sant Bonaventura. Er memes mare e voe diazezet gant sant Dominig urzh ar Vreudeur-prezegerien (an Dominikaded), hini an Dominikadezed, hag un Trede-Urzh. En urzh-se e c’heller menegiñ sant Alberzh Veur hag e ziskibl sant Tomaz.

Ar c’hroaziadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennad dre ar munud : Kroaziadegoù

Kemeredigezh Jeruzalem gant an Durked e 1076 ha galv ar Pab Urban II a roas lañs d'ar c’hroaziadegoù evit dieubiñ ar vro m’en doa bevet Jezuz enni. Lazhadeget e oa bet pirc'hirined gant an Durked muzulmat, ha mirout a raent ouzh ar Gristenien da birc’hirinañ er Gêr Santel, ober a raent sklavourien anezho. Gourdrouz a raent an impalaeriezh roman eus ar reter, anvet impalaerezh Bizantion, he doa kollet kêr Nikaea hag a c'houlenne sikour. Eizh kroaziadeg a voe. E Clermont (Frañs) e voe galvet an hini gentañ gant ar Pab Urban II ha gant Pêr an Ermit. Ar roue sant Loeiz e varvas e-kerzh an hini diwezhañ, ouzh dorioù kêr Dunis.

Kemeret e oa Jeruzalem en-dro gant ar Groazidi e 1099 ha sevel a reont Stadoù kristen en Douar santel a badas daou gantved. N'eus gounid ebet avat evit ar gristeniezh rak donaat a ra an disrann etre Kristenien ar Reter ha re an iliz katolik abalamour d'an digomprenidigezh da gentañ ha da c'houde abalamour da gemereidigezh Kergustentin gant Kroazidi. Perak e c'halvas Urban II d'ar groaziadeg e 1095 ? Evit Jacques Le Goff, Urban II a oa ur c'hluniziad kozh a oa douget da brezegiñ treverzh Doue/ Marteze e felle dezhañ distreiñ feulster ar varc'heien a-enep ar Vusulmaned, ha respont d'an ezhomm penitioù ha d'ar gwalc'h eskatologek zo d'ar mare-se. Dont a ra ar groaziadeg ivez eus hêrez ar pirc'hirinaj[5]. Hervez Jean Daniélou, ar groaziadeg zo un ensavadur dibar eus sevenadurezh ar c'hornôg. Krouet evit an Douar santel e kas da ijinadennoù nevez evel an urzhioù milourel.

Ar groaziadeg, ma tiskouez ur gristeniezh sur anezhi hec'h-unan, a ziskouez ivez Kristenien na c'houzañvont ket ar relijionoù all. Kalz pogromoù a-enep ar Yuzevien a vo war hent ar c'hentañ kroaziadeg da skouer. Daoust da frazenn sant Bernez, "fides suadenda, non imponenda" (ar feiz dre gaer, ha n'eo ket dre nerzh), evit kritenien zo, gredus hag hep kalz deskadurezh, ar youl da c'hounit ar re all d'ar gristeniezh a zegas lazhadegoù[5].

En XIIIvet kantved e anad an urzhioù kester e weler spered an Abostoled o tihuniñ. Ar Fransezidi hag an Dominigiz a vo an div urzh visioner er XVIvet. Hep armoù eo ez a sant Frañsez a Asiz hag e Vinored d'en em soubañ en Islam, e Bagdad pe en Afrika an Norzh. Taolioù esae hep disoc'h, evel kefridi Guillaume de Rubrouck da skoulmañ darempredoù en Azia gant pobloù ar stepennoù a-raok ma trofent a-du gant an Islam[6].

Disrog bras ar C’hornôg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Etre 1308 ha 1378 e reas ar Bibien, seizh pab, gallaoued an holl anezho, o annez en Avignon. Da-heul goulenn santez Katell Siena e tistroas Gregor IX da Roma. Neuze e voe Disrog bras ar C’hornog e-pad daou-ugent vloaz, dre ma oa daou bab, unan en Avignon, egile e Roma. E Sened Konstanz (1417) e voe dilennet ur pab hepken evit an Iliz a-bezh.

An Iliz e Breizh e-pad ar Grennamzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Nevenoe, roue Breizh adalek 845, a frammas ar stad vrezhon gant nav eskopti, a badas betek an Dispac'h Gall, tost mil bloaz war-lerc’h. En Xvet kantved e voe ken bras ar reuz degaset gant an Normaned ma tec’has ar braz eus ar venec’h da repuiñ e Frañs : re Landevenneg a yeas da Vontreuil (en Artois) ha re Lokeltaz-Ruiz e Deols war ribl ar ster Indre. Kalz a eskoptioù a chomas hep eskob, ha da heul ar mare-se a zisurzh bras e voe ret adavielañ ar boblañsdave?, tra ma oa bet gallekaet begenn ar vro, an noblañs hag ar gloer, pa oant bet o chom e Frañs. Gant an Tad-Abad Yann Landevenneg e oa bet kendrec’het Alan Varvek da zieubiñ ar vro. Neuze, dre ma oa bet degemeret reolenn sant Benead gant ar venec’h harluet hag e oa dilezet doareoù ober an iliz keltiek e Breizh. Levezon abatioù eus traonienn al Liger e Frañs, evel Marmoutiers ha St Florent de Saumur, a voe bras en XIvet ha XIIvet kantvedoù.

Tu ez eus da gaout ur sell war istor an Iliz d’ar mare-se diwar desteni un nebeud sent a Vreizh. Sant Erwan, bet ganet e 1253, a reas studioù e Pariz hag Orleañs evit bezañ barner a iliz. Goude-se e voe person e Louanneg. An dud a selle outañ evel ur sant dre ma oa uvel, mat ouzh an dud, darev da reiñ degemer d’ar re glañv ha d’ar beorien hag oc’h ober pinijenn bras. E 1347 e voe lakaet da sant gant an Iliz war-lerc’h ur prosez santelezhadur a badas 17 vloaz.

En em ledañ a reas an urzhioù kesterien e Breizh e-pad eil lodenn ar Grenn-Amzer, dreist-holl ar Frañsezidi. Brudet bras eo degouezh an dominikad sant Visant Ferrer, aet da anaon e Gwened. Kalz a vurzhudoù a c’hoarvezas a-raok ha goude e varv. Yann Divotoù (~1280-1349), lesanvet ivez Santig Du, n’emañ ket war roll ar sent hogen kehelet e vez c’hoazh e Kemper. Anavezet e oa evel « poverello Breizh » abalamour d’e binijennoù bras, d’e vadelezh. Ur frañsezad e oa a weladenne, a sikoure hag a gofesae ar re glañv. Ar gwenvidik Charlez Bleaz (1320 – 1364), breur-kaer da roue Frañs ha Dug Breizh dre ma oa pried Janed Penteür, e oa ur gwir sant anezhañ, diouzh speredelezh sant Frañsez. Don e oa e feiz ha kalet e binijennoù. Kofes ha komuniañ a rae alies, hag e selaoue an Oferenn meur a wech bemdez. Burzhudoù niverus a c’hoarvezas dre e hanterouriezh. Ar plac’h wenvidik Frañseza Amboise (+ 1485), pried an dug Pêr II a oa tost d’ar Frañsezidi ivez. Labourat a reas da lakaat un aergelc’h kristen da ren e lez an Dug. Pa voe intañvez ez eas da garmeziadez betek dibenn ur vuhez a binijenn hag a garitez.

Santez Janed Ark hag ar galloud gall

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-pad ar Brezel kant vloaz etre ar Saozon hag ar C’hallaoued e voe darbet da vro-Saoz gounid Frañs penn-da-benn, panevet emell burzhudus santez Janed Ark. Kaset gant Doue, ez eas da gavout Charlez VII e Chinon, e tieubas kêr Orleañs hag e tegasas ar roue da Reims da vezañ sakret. Saveteet e oa ar Frañs ganti. Tapet gant ar Saozon, e voe devet ez-vev e Rouen e 1431. Daoust da se, gant an « Diviz Pleustrek » e savas Charlez VII a-enep an Iliz o kemer da skouer ar gwir da envel da eskibien an dud a blije dezhañ, un darvoud a verk penn-kentañ ar c’hallikanouriezh.

Ar Gristeniezh a zo an unaniezh, renet gant an Iliz, eus an holl bobloù a gred e Jezuz-Krist. Kendaoliñ a reas d’ar sevenadurezh, da gevala kefredel ha divezel ar bed. Bez e voe ivez unan eus ar mareoù-amzer e-lec’h e oa an dud an eürusañ. Ar C’helenn a oa neuze unan eus revelloù pennañ an Iliz. Kalz a skolioù a voe savet : skolioù kentañ derez, skolioù-eskopti ha skolioù e manatioù. Lod anezho a zeuas da vezañ skolioù-meur. Skol-Veur Bariz eo an hini vrudetañ, ar Sorbonne. E Breizh e ranker gortoz 1460 evit gwelout ur skol-veur en Naoned, kaset en-dro gant karmezidi. An Inkizisïon a oa bet adsavet da stourm ouzh an disivouderien. E Spagn e troas d’un ensavadur kentoc’h politikel. E 1215 e voe dalc’het sened-iliz al Laterano. Lakaet e voe reolennoù nevez da heuliañ : ober kofesaat ha komuniañ ur wech ar bloaz da vihanañ, en amzer Fask.

Eus ar Brotestantiezh betek hon amzer

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Brotestantiezh hag an Adreizhadur katolik

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An ezhomm a oa da adreizhañ traoù en Iliz ha disujidigezh Luther a oa pennabegoù ar Brotestantiezh. Luther, en Alamagn, a bouezas war an Aotrouien da gemer madoù an Iliz. Burutellañ a reas lod eus levrioù ar Skritur Sakr, an induljañsoù, sakramant an adunaniñ. Aotren a reas an torr-dimeziñ. Herri VIII e Bro-Saoz ha Calvin e Frañs a voe a-hent-all skignerien bennañ ar Brotestantiezh. En abeg d’ar Brotestantiezh e tarzhas e Frañs gwir brezelioù-diabarzh, a reer « brezelioù a relijion » anezho. Al « Ligue », a viras ouzh Herri IV da sevel war an tron keit ha ne vefe ket kanttroet d’ar feiz katolik, pezh a saveteas ar gatoligiezh er rouantelezh. Brasañ sened-meur an amzer-se a zo hini Trento (1545-1563). Resisaat a reas poentoù penndalc’hel eus ar gelennadurezh katolik a-enep ar Brotestantiezh hag a embannas dekredoù a zo bepred e talvoud hiziv an deiz. Kalz a dud santel a gasas da benn mat dekredoù sened Trento : sant Pius V, sant Charlez Boromea, sant Ignas Loyola (diazezer Kumpagnunezh Jezuz : ar Jezuisted), santez Tereza Avila, sant Yann doue, ha sant Kamilh Lenlis.

An Iliz er XVIIvet ha XVIIIvet kantvedoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar XVIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e voe anezhañ « ar C’hantved Meur ». Ur marevezh glorius e voe evit rouantelezh Frañs dindan ren Loeiz XIII ha Loeiz XIV. Ur marevezh mat e voe ivez evit an Iliz e Frañs rak ur marevezh adneveziñ e voe evit ar relijion. Prezegerien veur a gaved : Bossuet, Fénelon, Massillon, Bourdaloue. Beleien entanet a rae war-dro stummadur ar gloer hag avielerezh ar maezioù : An Aotrou Olier, sant Yann Eud, sant Visant a Baol, sant Loeiz-Mari a Vonforzh. Luskad « Misionoù Breizh » gant Mikael an Noblez, an Tad Maner, an Tad Huby, Katell a Francheville a voe efedus-kenañ. Eneoù deol a bede evit ar misionoù evel, e Breizh, Marie-Amice Picard ha Katell Danielou. Re all a yae a-wechoù en tu all d’ar morioù da avielañ ar baïaned. Sent bras a vevas er c’hantved-se : sant Frañsez a Sal, diazezer ar Vizitasïon, sant Visant a Baol (abostol ar garitez, a ziazezas kenvreuriezh al Lazaristed ha Merc’hed ar garitez). Sant Yann-vadezour ar Sal (1651-1719), ur beleg eus Reims, a reas war-dro deskadurezh ar vugale baour. Krouiñ a reas Ensavadur Breudeur ar skolioù kristen. Eñ eo a voe an hini kentañ e Frañs a reas war-dro kelenn bugale ar bobl.

An XVIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An XVIIIvet kantved, er c’hontrol-bev, bet anvet « Kantved ar Sklêrijenn », a voe hini an diskredañs oc’h en em ledañ war wall « ar Filosofed » : Voltaire, Rousseau hag an Añsiklopedourien. Ar franmasonerezh a laboure a zevri da ziskar ar Gristeniezh.

Lezenn evit lakaat ar gloer da vezañ keodedourien a zo ul lezenn eus 1790 bet kondaonet gant ar Pab a zistage Iliz Frañs diouzh ar Pab, a suje ar gloer d’ur vouezhiadeg, hag a redie anezhañ da ober ul le d'ar stad; dibourc’hañ a rae an Iliz diouzh he madoù, a voe gwerzhet evel « madoù broadel », hag e voe difennet an urzhioù relijiel. Da heul al lezenn-se e rankas ar veleien didou (n’o doa ket touet al le) divroañ pe kuzhat da genderc’hel gant o ministrerezh santel. Dekmiliadoù a voe lazhadeget, lazhet pe harluet. E-touez merzherien an Dispac’h Gall ez eus kalz a veleien, leanezed ha re all, evel Pierre-René Rogue, ur beleg eus Gwened, « merzher eus an Eukaristiezh ». Un termen a voe lakaet d’an heskinadeg-se gant konkordat 1801 etre Napoleon Bonaparte hag ar Pab Pi VII.

An Iliz en XIXvet hag en XXvet kantvedoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bev-buhezek an Iliz e Frañs abaoe 200 vloaz. E 1831 e voe digoret ar skol libr kentañ gant Montalembert ha Lacordaire. Person Ars a zegemere pirc’hirined e-leizh en e barrez vihan hag e kofesae 18 eurvezh bemdez. An Itron Varia a zo en em ziskouezet e Pariz, er Salette, e Pont-Maen hag e Lourdez. Santez Tereza Lisieux a ziskouezas penaos karout Doue gant spered eeun ar vugale. Kalz breuriezhioù a zo bet diazezet evit deskoniadur ar yaouankizoù, ar re glañv, hag avielañ ar broioù païan. Breudeur Sant-Gabriel a voe diazezet gant Gabriel Deshayes e 1816 en Alre ; Breudeur Ploermel e 1817 gant Jean-Marie de La Mennais ; diwezhatoc’h « C’hoarezed vihan ar beorien » gant santez Janed Jugan e Sant Maloù. Misionerien, niverus bras, kalz anezho Bretoned, a yeas da skignañ ar feiz er pobloù chomet pagan. Koulskoude, en abeg d’al laikouriezh dreist-holl, ez eas war-raok an digristenadur e-pad an XX-vet kantved en un doare ken don ma lavar bremañ ar Bibien e ranker avielañ a-nevez ar pobloù a oa katolik gwechall.

E 1880 e voe harluet leaned ar skolioù e Bro-C'hall. Daou vloaz war-lerc’h e oa difennet kelenn ar c’hatekiz er skol ha lakaat krusifioù er salioù-skol. E 1904 e voe nac’het ouzh an holl leaned ar gwir da gelenn, hag e 1905 e voe dispartiet an Iliz diouzh ar Stad : eskoptioù, kloerdioù, diazezadurioù, pep tra a voe skrapet a-nevez, zoken kefioù retredoù ar veleien gozh.

Brasoc’h-brasañ eo levezon ar Bibien en hon amzer kempred. Gant sened-meur Vatikan Unan e oa bet resisaet difaziusted personel ar Pab e degouezhioù resis. Leon XIII ha Pius XI o doa pledet gant stad ar vicherourien hag gant ar gudenn sokial. A-raok Pius XI e prientas Pius X an dastumad war ar gwir kanonek, hag e lakaas en-dro e talvoud komunion abred ar vugale ; Benead XV a lakaas santez Janed Ark war roll ar sent, ha santez Marguerite-Marie Alacoque. Abaoe 1929 ez eo ar Pab mestr war ur Stad vihan : keoded ar Vatikan. Pius XII en deus savetaet dek miliadoù a yuzevien a veze heskinet gant an Nazied e-pad an eil brezel-bed. Skrivet en deus kalz a brezegennoù ha kelc’hlizherioù diwar-benn ar feizoniezh hag war ar vuhezegezh. E dibenn an XX-vet kantved e voe dalc’het sened-meur Vatikan II war c’houlenn an den evurus Yann XXIII, evit divizout war an doareoù gwellañ da avielañ en amzer-vremañ. Kroget e voe e 1962 hag e voe klozet gant Paol VI e 1965. Ur sened-iliz warn-ugent ez eus bet betek-vremañ : Efezos, Kalsedon, Vienne (Frañs), Firenze, Trento, daou e Nikaea, daou e Lyon, pevar e Konstantinopolis, seizh e Roma, en o zouez pemp e Penniliz al Laterano, ha daou e keoded ar Vatikan, setu aze perak e vez anvet ar sened meur diwezhañ « Vatikan II ».

D’an Douar Santel ha da New-York ez eas ar pab: ar wech kentañ e oa, boas ma oa ar bibien da chom e Roma abaoe kantvedoù. Yann-Baol Iañ en devoe ur ren e-touez ar re verrañ eus an Istor. Yann-Baol II er c’hontrol a renas war an Iliz e-pad pell hag a reas kalz a veajoù, dre holl dre ar bed, ma vefe gwelus Iliz Jezuz-Krist dirak daoulagad an holl dud a-drugarez d’he vikel. E 2005 en em gavas ar vrasañ bodadeg en istor an Denelezh, gant pemp milion a fideled en-dro dezhañ er Filipinez. Ur roll a-bouez en deus bet e diskar bloc’had komunour reter Europa. Kalz a sent a voe lakaet gantañ war roll ar sent, evel ar micherour roazhonat yaouank Marsel Callo, marvet e kampoù-bac'h an Nazied. Benead XVI eo ar pab zo e penn an Iliz hiziv an deiz.

  1. Mark 13, 2
  2. Lizhiri Plinius ar Yaouankañ ha Trajanus diwar-benn Kristenien Bitinia e L'empire romain et le christianisme, Claude Lepelley, Questions d'histoire/Flammarion pajenn 29 ha 90
  3. Danevellet gant Flavius Jozef, Antiquitates Judaicae, XVIII, III, 65-80, cf. Francoise Dunand, Le Culte D'Isis dans le bassin oriental de la Méditerranée, éd. Brill, 1973, p. 193, da lenn enlinenn
  4. Lizhiri Plinius ar Yaouankañ ha Trajanus diwar-benn Kristenien Bitinia e L'empire romain et le christianisme, Claude Lepelley, Questions d'histoire/Flammarion pajenn 29 ha 90
  5. 5,0 ha5,1 Jacques Le Goff, Le christianisme médiéval, dans Histoire des religions, Tome 2, La Pléiade, Gallimard, 1972, p. 815-816
  6. name="Chelini58"