Ivan zo un anv-badez, deuet diwar an anv henc'hresianek Johannes, hag anavezet er yezhoù slavek : e ruseg, bulgareg, serbeg, kroateg, bosnieg, sloveneg.
- Ivo e serbeg ha sloveneg ha yezhoù slavek ar C'hreisteiz all. Arabat droukveskañ gant Ivo a zo Yves e latin,
- Iwan a-wechoù er yezhoù germanek ha slavek. Arabat droukveskañ gant Iwan a zo ur stumm eus Yann e kembraeg.
- Ivana hag Ivanna zo stummoù gwregel.
- Ifan e kembraeg
- Iván e spagnoleg
- Yann e brezhoneg
- Yvan hag Yvanne, stummoù gallekaet, skrivet gant un "Y" dre levezon an anv Yves
Poldred Ivan IV gant Viktor Vasnetsov, 1897 (Palier Tretiakov, Moskou)
Ivan-tsarevitch hag ar bleiz louet gant Viktor Vasnetsov.