Savet e voe un astenn da bered ar gumun gant al lu alaman e-pad ar Brezel-bed kentañ. Goude an arsav-brezel eus an 11 a viz Du1918 e voe tennet ar bezioù alaman hag 21 bez milourel gall. Ar 51vet Rannlu (Highland - Skosat) a grouas un dachenn e miz Here1918 hag ouzhpennet e voe 11 bez eus ar Rouantelezh-Unanet tennet eus al lodenn alaman goude an arsav-brezel[1].