Izoglos

Un izoglos a zo ul linenn war ur gartenn-yezh hag a verk ar vevenn etre daou stumm disheñvel da lâret un dra pe da distagañ ur ger en ur yezh bennak. Da lâret eo, merkañ a ra ar vevenn etre stummoù rannyezhel, da skouer al linenn etre al lec'hioù ma vez distaget pevar hag al lec'hioù ma vez distaget pewar pe al lec'hioù ma lârer beure hag al lec'hioù ma lârer mintin, h.a.

Un izoglos a c'hell tennañ d'an distagadur, d'ar gerioù a vez implijet pe c'hoazh d'an doare da sevel frazennoù, da sk. implij disheñvel ar c'hemmadurioù hervez al lec'hioù e brezhoneg.

Disheñvel eo pep doare yezh lec'hel (pe 'rannyezh') a-drugarez da veur a izoglos (komzet e vez eus torkadoù izoglosoù).

Kavet e vez en anv ar gwriziennoù 'izo' (heñvel) ha 'glos' (yezh). Savet eo bet evel un anv izogramm, e-giz izobar da skouer ; koulskoude, n'eo ket un izoglos ul linenn da liammañ poentoù kenetrezo gant ur memes talvoud, mes kentoc'h ur linenn evit dispartiañ poentoù (marteze e vefe tu da lavaret eo ul linenn da liammañ poentoù hep talvoud resis).