Rann eus | Q107553673, Q107553684 |
---|---|
Anv ofisiel | Jadraque |
Anv annezidi | jadraqueño |
Stad | Spagn |
Kêr-benn | Jadraque |
E tiriad | Campiña de Guadalajara, Proviñs Guadalajara |
Daveennoù douaroniel | 40°55′36″N 2°55′25″W |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | mayor of Jadraque |
Kod-post | 19240 (Jadraque), 19246 (Castilblanco) y 19247 (Barrio de la Estación) |
Lec'hienn ofisiel | http://jadraque.localtic.net/ |
Istor | history of Jadraque |
Kod plakenn varilh | GU |
Jadraque zo ur gumun e Spagn, e proviñs Guadalajara, e Kastilha-La Mancha, e saonenn ar stêr Henares. Kontañ a raed 1393 a dud enni e 2022.
Eus an anv arabek "Xadraq" e teu Jadraque.
En hanterenn gentañ ar XVvet kantved e savas brezel etre Kastilha hag Aragon dindan ar rouaned Juan II Kastilha hag e genderv Alfonso V Aragon. O tostaat ouzh Jadraque e oa an div arme, emgann a oa da vezañ, met ne voe ket a-drugarez da María Aragón, pried Juan II ha c'hoar Alfonso V.
D'an 23 a viz Kerzu 1714 e tegouezhas Isabel de Farnesio en Jadraque, pa oa da zimeziñ en deiz war-lerc'h d'ar roue Felipe V, da vezañ e eil pried. Eno edo ar briñsez Marie-Anne de La Trémoille, a oa bet itron a enor gant pried kentañ ar roue, María Luisa Gabriela de Saboya, he devoa levezon vras war ar roue, e kenemglev gant ar roue gall Loeiz XIV. En emgav-se e c'houlennas groñs Isabel de Farnesio, ma vije kaset ar briñsez c'hall kuit eus Spagn kenkent, hep mont war he c'hiz da gemer tra ebet e Madrid. Ha graet e voe hervez he c'hoant.
Lec'hioù: