Anv er yezh a orin | James Bond |
---|---|
Anvet diwar | James Bond |
Krouet gant | Ian Fleming |
Aozer | Ian Fleming |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
Hollved faltaziek | James Bond universe |
Tudennoù | James Bond, M, Miss Moneypenny |
Lec'hienn ofisiel | https://www.007.com/ |
Bibliography | bibliography of James Bond |
Fandom | James Bond fandom |
Catchphrase | The name is Bond, James Bond |
James Bond zo un dudenn faltazi krouet gant ar skrivagner saoz Ian Fleming e 1953.
Etre 1953 ha 1964 ec'h embannas Fleming 12 romant ha 9 danevell gant James Bond. Adalek 1962 e teuas ar poliser kuzh, anavezet dre e niverenn-varilh 007, da vezañ un haroz filmoù ivez. Berzh bras romantoù Ian Fleming koulz ha hini ar filmoù o deus lakaet James Bond e-touez an tudennoù faltazi anavezetañ er bed.
Tro-spered James Bond a zo lies ha deuet da vezañ arouezius eus an dudenn. Plijet bras ez eo gant merc'heta maouezed moutig lesanvet James Bond Girls. Plijet bras ez eo da vleniañ kirri ker ha lies, implij a ra un toullad karbedoù disheñvel el levrioù kement hag er filmoù (listenn karbedoù James Bond).