Jan van Eyck (e-tro 1390 e Maaseik – 9 a viz Gouere 1441 e Brugge) a oa ul livour flamank brudet a-drugarez d'e boltredoù heñvel-tre ouzh ar wirionez ha leun a vunudoù. Poltred ar priedoù Arnolfini ha stern-aoter Oan Doue a zo e-touez e oberennoù brudetañ.
Ne ouezer klet e pe vloavezh e voe ganet. Marteze a-walc'h e teskas e stal-labour ur miniadurour bennak. Al livadur koshañ savet gantañ a vefe bet savet etre 1417 ha 1422. Lodenn gleiz un divdaolenn ma weler ar c'hroazstagadur hag a c'haller gwelout er Metropolitan Museum of Art e New York eo.
Er bloavezhioù 1422-1424 e labouras e lez Yann Bavaria, kont Holland, e den Haag. Pa varvas ar c'hont e miz Genver 1425 ez eas van Eyck da adkavout e vreur Hubert van Eyck e Flandrez. Livour e oa e vreur ivez. Eno e teuas van Eyck da vezañ livour ha mevel kambr an dug Fulup III Bourgogn.
Er goañv 1428 e voe kaset da Bortugal gant Fulub III, da renta-kont eus «gwirvoud korf ha temz-spered» ar briñsez Izabel, ha hi merc'h ar roue Jean Iañ. Goulennet e voe gant van Eyck livañ poltred ar briñsez. Daoust m'eo bet kollet an daolenn e ouezer (un dresadenn a chom) e savas un daolenn heñvel ouzh Mona Lisa. En em staliañ a reas e Brugge ma prenas un ti e 1432. Dimeziñ a reas hag ur mab a voe ganet e 1434.
Diaes eo gouzout hag-eñ eo Jan pe Hubert a savas an oberennoù sinet « Van Eyck » a-raok 1426 (ar bloavezh ma varvas Hubert). Stern-aoter Oan Doue (1432, en iliz-veur Sant-Bavone e Gand) a voe kroget gant Hubert ha peurechuet gant Jan e miz Mae 1432, met ne ouezer ket piv a savas petra ez-resis. Ouzhpenn an oberenn-se e savas poltredoù ha livadurioù ma weler an Itron Varia. Van Eyck a vez gwelet evel an hini a ziazezas al livañ poltredoù en Europa. Holl an dud livet gantañ a zo diskouezet en doare hanterskeudenn, ha diskouezet ¾ an dremmoù war-du an tu-kleiz. Peurliesañ e vez buket selloù e dudennoù ouzh an arvesterien, ar pezh a oa nevez-flamm pa voent livet. En daolenn Poltred ar priedoù Arnolfini (1434) e weler ar c'houblad en e di e Brugge da vare e eured. Giovanni Arnolfini a oa ur marc'hadour pinvidik. E-kreiz an daolenn ez eus ur melezour ma weler daou dest an eured, van Eyck a vefe unan anezho.
A-bouez bras e voe ivez perzh van Eyck a-fet diorren teknikoù al livañ en Europa. Gwellaat a reas teknik al liverezh dre eoul ha kalz e pleustras war livañ gwirvoud ar munudoù hag an danvezioù.
Ur pennad diwar-benn Jan van Eyck a zo e-barzh Vite de' più eccellenti pittori, scultori e architettori (Buhez al livourien, kizellerien ha savourien wellañ) gant Dominicus Lampsonius.