Japa mala

Un doare chapeled eo ar japa mala (diwar ar sañskriteg: जप japa "lâret chuchumuchu" ha माला mālā "tro-c'hoûg" pe "garlantezenn") pe mala gantañ 108 boulenn. E penn ar mala e vez kavet ar 109vet boulenn anvet ar voulenn soumerou, stoupa pe gourou.

Graet e vez ar re implijet gant an Hindoued vichnourion/ezed gant toulsi dre vras keit ha ma vez graet ar re implijet gant ar shivourion/ezed gant roudrakcha. E Tibet e vezont graet a-wechoù gant eskern loened pe c'hoazh tud, en o zouez ar re boezusañ graet gant eskern lamaed. Implijet e vez meur a zanvez ivez, en o zouez mein dambrizius ha santal.

Implijet e vez gant ar voudisted hag ivez gant an hindoued en India hag en Tibet evit kontañ pet gwech e vez lâret ur mantra gante, da lâret eo ur frazennig verr lâret hag adlâret dibaouez.

Dalc'het e vez ar mala en dorn dehoù etre ar biz-meud hag ar biz-yod gant ar mala a-istribilh ouzh ar biz-kreiz. Pa implijer ur mala e kroger da gontañ gant ar voulenn a-zehoù d'ar voulenn gourou ha pa vez kontet ar 108vet e vez eilpennet ar mala kentoc'h evit treuziñ ar 109vet boulenn. Neuze e vez kroget en-dro o vont d'an tu kontrol.

E Tibet, pa reer ouzhpenn ur wezh un dro gant ar mala e konter an troioù-se gant greunioù riz. En India e vez implijet kordennoùigoù bihan staget ouzh ar mala, pep a 10 boulenn all warne evit kontañ pep tro.

Kredet e vez e vez karget ar mala gant nerzh ur mantra pa vez lâret hag adlâret gant unan meur a wech ha neuze e vez implijet pep mala evit lâret ur mantra resis nemetken.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]