Jean-Baptiste Chaigneau a oa ur merdeer ha diplomat breizhat. Ur roll pouezus en deus bet en istor Viêt Nam e deroù an XIXvet kantved. Bet eo bet e servij tierniezh Nguyễn etre 1794 ha 1819, mandarin oa ha kemeret en doa an anv a Nguyễn Văn Thắng (阮文勝). Anvet eo bet koñsul e Huế. Erruout a reas eno e 1821. Dipitet, e kuitaas ar vro e 1824.
Ganet eo bet d'an 8 a viz Eost 1769 en Oriant. Badezet eo bet d'ar 27 a viz eost e Pluvergad. Aet eo da Anaon en Oriant d'an 31 a viz Genver 1832 en e di 9 bali ar Réunion.
Mab oa da Alexandre Georges Chaigneau, kabiten-lestr evit Kompagnunezh an Indez, ha Bonne-Jaquette Perault, merc'h da Etienne Perault bet maer an Oriant. Lestrañ a reas da 12 vloaz er morlu roueel.
Tapet e voe gant ar Saozon e Santez-Elena hag en em gavout a reas e Macao e 1794. War atiz ar beleg Pierre Joseph Georges Pigneau de Behaine ez eas gant un toullad ofiserien c'hall da servij ar priñs Nguyên Anh evit e skoazellañ en e stourm evit dont da vezañ impalaer. 25 bloaz e oa. Graet e voe gant Nguyên Anh jeneral arme an Norzh, markiz Thang-Duc goude ministr ar verdeadurezh. Pa voe deuet Nguyên Anh da vezañ an impalaer Gia Long e chomas Chaigneau el lez. Anvet e voe "truong co" (mandarin luel eil derez an eil klas), asambles gant e geneiled Philippe Vannier, de Forsans ha Despiau. Dont a reas goude da vezañ mandarin meur gant un heuliad personel a 50 soudard. Chom areas kuzulier an Impalaer betek 1819. Strivañ ar reas evit diorren morlu Viêt Nam diwar skouer morluioù ar c'hornôg. Adalek 1916 e voe e darempred gant ministr aferioù diavaez Frañs, Armand-Emmanuel du Plessis, Duc de Richelieu.
Eurediñ a reas d'ur plac'h eus ar vro Ho Thi Thue eus ur familh mandarined katolik. Meur a vugel o doe. En o-zouez Michel (Nguyen Van Duc) a gemeras perzh e kannadouriezh Phan Thanh Gian e 1863, hag a labouras goude evit minister an arc'hant, ha Jean a voe sekretour meur kêr Roazhon. Philippe Vannier ha Laurent Estienne Barizy a euredas gant merc'hed eus ar vro ivez.
Distreiñ a reas da Frañs e 1819 war an Henri. P'edo e Frañs e voe anvet koñsul e Huế (ar c'hentañ koñsul e Kochinsina). Erruout a reas e 1821 gant e niz Eugène Chaigneau, 29 bloaz, war al Larose. Karget e oa da ginnig un emglev kenskoazell ha kenwerzh a-berzh roue Frañs Loeiz XVIII. Nac'het e voe ar c'hinnig gant an impalaer nevez Minh Mang. Resevet e voe en un doare yen-kenañ el lez. E miz Gwengolo 1824 e lez an impalaer an dibab dezhañ etre an emlazh hag an distro da Frañs. Dipitet groñs e kuita ar vro gant e wreg nevez, Hélène (1800-1853), ur hanter vietnamez ha merc'h d'e geneil Laurent Estienne Barisy, a orin eus Enez C'hroe ha marvet e Huế. Errout a rejont e Bourdel war al lestr Courrier-de-la-Paix d'ar 6 a viz Gwengolo 1825 a-raok mont da Vreizh.
Goulennet e voe digant Eugène Chaigneau kemer plas e eontr e 1826. Ne voe ket resevet gant an impalaer. Distreiñ a reas da Frañs ivez.
Graet marc'heg al Lejion a enor d'ar 26 a viz Eost 1818.
Graet marc'heg Urzh roueel ha luel Sant-Loeiz (Ordre royal et militaire de Saint-Louis) d'ar 14 a viz Gouere 1820.
Ur straed a zoug e anv en Oriant.