Jean-Henri Fabre, pe Joan Enric Fabre en okitaneg, (Sant Liòns, 21 a viz Kerzu 1823 - Serinhan dau Comtat, 11 a viz Here 1915) a oa un amprevanoniour eus Okitania. Kelenner skiantoù e voe e Carpentras, en Aiacciu hag en Avinhon. War e leve e Serinhan e ouestlas e amzer da studi an amprevaned, hag embann a reas e eñvorennoù dindan an titl Souvenirs entomologiques (1870-89). Sellet a reer outañ evel unan eus diazezerien an amprevanoniezh.
Skrivagner e oa ivez, barzh e galleg hag en okitaneg, ezel eus ar Felibrige, ha garedonet e voe gant an Akademiezh c'hall ha gant meur a briz lennegel. Kenskrivañ a reas gant skiantourien evel Charles Darwin, ha gant skrivagnerien okitanek evel Frederic Mistral pe Josèp Romanilha.