Jean-Jacques Audubon (saozneg : John James Audubon ; Les Cayes, Saint-Domingue, 26 a viz Ebrel 1785 - New York, 27 a viz Genver 1851) a oa ul livour naturour hag evnoniour breton-ha-stadunanat, brudet evit e daolennoù eus evned Norzhamerika.
Ganet e oa e Les Cayes, en Haiti bremañ, d'ar 26 a viz Ebrel 1765. E dad, Jean Audubon, a oa ur merdead ha kourser eus Bro-Naoned hag e vamm, Jeanne Rabine, a oa eus an Dosenneg, e Bro-Naoned ivez. Savet e oa bet e Koeron met tec'hel a reas kuit eus ar vro, war atiz e dad, er bloaz 1803, evit chom hep bezañ enrollet en armeoù Napoleon Iañ. Mont a reas da Stadoù-Unanet Amerika ha dont da vezañ keodedour stadunanat. Mervel a reas e Manhattan, New York, d'ar 27 a viz Genver 1851, d'an oad a 65 bloaz.