Jelvestr II

Jelvestr II
Pab an Iliz katolik roman

Ganedigezh etre 945 ha 950, Arvern
Dilennet da bab 2 a viz Ebrel 999
Dibenn e baboni 12 a viz Mae 1003
Roma
En e raok Gregor V
War e lerc'h Yann XVII
Roll ar bibien : kronologiezh · hervez al lizherenneg


Jelvestr II (latin: Silvester II), Gerbèrt d'Orlhac eus e anv tiegezh (Gerbert d'Aurillac e galleg), bet ganet etre 945 ha 950 en Auvergne ha marvet d'an 12 a viz Mae 1003 e Roma, a oa ur prederour ha matematikour stummet e Skol-veur Fes e Maroko.
D'an 2 a viz Ebrel 999 e voe dilennet da bab an Iliz katolik roman.
Ar C'hallaoued a laka anezhañ alies da gentañ pab gall en istor, met ne oa ket Arvern e Bro-C'hall d'an ampoent.

Lakaat a reas ober gant sifroù arabek er bed kornôk.