Reizh pe jener | plac'h ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet ![]() |
Anv e yezh-vamm an den | Jenna Jameson ![]() |
Anv ganedigezh | Jennifer Marie Massoli ![]() |
Anv-bihan | Jenna ![]() |
Anv-familh | Jameson ![]() |
Lesanv | Daisy, Daisy Holliday, Daisy Maze, Jeanna Jameson, Jenna ![]() |
Deiziad ganedigezh | 9 Ebr 1974 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Las Vegas ![]() |
Pried | Brad Armstrong, Jay Grdina ![]() |
Yezh vamm | saozneg SUA, saozneg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg, saozneg SUA ![]() |
Yezh implijet dre skrid | saozneg, saozneg SUA ![]() |
Bet war ar studi e | Bonanza High School ![]() |
Deroù ar prantad labour | 1991 ![]() |
Dibenn ar prantad labour | 2014 ![]() |
Relijion | Yuzevien, yuzevegezh ![]() |
Liv an daoulagad | glas ![]() |
Liv ar blev | blev melen ![]() |
Kleñved | Guillain–Barré syndrome ![]() |
Filmadurezh | Jenna Jameson filmography ![]() |
Oberenn heverk | How to Make Love Like a Porn Star ![]() |
Postel | mailto:info@cravejenna.com ![]() |
Manifestation of | Doueez ![]() |
Dance style | erotic dancing ![]() |
Jenna Jameson, pe Jenna Marie Massoli hervez he gwir anv, a oa ganet d'an 9 a viz Ebrel 1974)[1],[2] zo un aktourez pornografek stadunanat, bet brudet evel ar gwellañ aktourez pornografek er bed[3],[4],[5], ma vez graet rouanez ar filmoù pornografek anezhi.
Krog e oa gant ar filmoù-se e 1993, goude bezañ bet emziwiskerez ha patrom-luc'hskeudenner. Meur a briz he deus bet e-touez ar re a vez ingalet gant greanterezh ar filmoù pornografek e SUA. Savet he deus he c'hompagnunezh ClubJenna e 2000 gant an den a zo deuet da vout he fried, Jay Grdina, a-raok terriñ o eured.
Da gentañ e oa krog gant he lec'hienn dezhi er genrouedad, goude he devoa graet war-dro lec'hiennoù aktourezed all, ha neuze sevel filmoù pornografek e 2001, hag an hini kentañ e oa Briana Loves Jenna (gant an aktourez pornografek Briana Banks), a reas berzh (a-hervez) e 2002. E 2005 e oa bet gounezet gant he c'hompagnunezh, Club Jenna, kement ha 15 milion a zolaroù. Bruderezh evit he lec'hienn hag he filmoù zo bet, gant he foltred, e Times Square, e New York City. Un abadenn a ra e Playboy TV, Jenna's American Sex Star, ma vez aozet ur genstrivadeg evit danvez-aktourezed pornografek a c'hounezo ur c'hontrad gant he c'h-Club Jenna .[6]. Goude-se e oa krog da c'hoari tammoù e filmoù boutin, evel film Howard Stern film Private Parts' e 1997, pe e filmoù skinwel, evel e 2003, evit NBC e daou eus an heuliad Mister Sterling.
E 2004 e voe embannet he buhez How to Make Love Like a Porn Star: A Cautionary Tale, bet c'hwec'h sizhun e roll ar levrioù muiañ gwerzhet gant an New York Times . Krouet he deus un istor treset, anvet Jenna Jameson's Shadow Hunter, embannet gant Virgin Comics e 2008. C'hoariet he deus er film spont ha fent Zombie Strippers, e 2008 ivez.
Jenna Marie Massoli, ganet e Las Vegas, Nevada, zo merc'h da Lawrence Massoli ha Judith Brooke Hunt. He zad zo a orin italian hag ofiser polis, ha rener programoù ar skinwel KVBC-TV. He mamm a oa dañserez e Las Vegas er Tropicana Resort & Casino.[7],[8]. Marvet e oa he mamm gant ur melanoma e 1976, pa ne oa ket 2 vloaz c'hoazh.[2]. Gant priz al louzeier e oa aet buan ar stal da stalig, hag ar stalig da nebeud a dra, ha ret e voe mont da lec'h all: da Nevada, Arizona, Montana, chom en ur garavanenn, gant he mamm-gozh. He zad a laboure e polis Las Vegas, ha kamaradez tost e oa d'he breur henañ Tony.[9] . A-hed he bugaleaj eo bet enskrivet e kentelioù koroll ha sachet e-barzh kentstrivadegoù koantiz.[10]. E DVD ar film Zombie Strippers e lavar he deus embreget an dañs e-pad 15 vloaz. En he buhezskrid e kont penaos, e miz Here 1990, pa oa an tiegezh o chom war ar maez en un domani sevel chatal, e Fromberg, e Montana, e oa bet meinataet ha gwallet gant pevar faotr goude ur c'hoariadeg mell-droad amerikan el lise Fromberg High School.[9]. Kement-se a c'hoarvezas pa oa o c'hoari biz-meud da vont d'ar gêr, goude ma oa savet er c'harr gant ar pevar faotr
Klask a reas ober evel he mamm ha dañsal e Las Vegas evel "showgirl", met ne voe ket kemeret peogwir ne oa ket mentek a-walc'h, ne oa ket 173 cm.[11]. Fred a gavas e Disneyland Resort,[7] met kuitaat a reas al labour daou viz goude. He c'hentañ anv dañserez e oa "Jennasis",[8] a voe anv ur gompagnunezh ("Jennasis Killing Co.").[12]. Goude he deus kemeret an anv "Jenna Jameson" pa oa dougerez-dilhad goude sellout el levr-pellgomz da glask un anv-tiegezh a glotfe brav gant hec'h anv-badez ha dibabet he deus Jameson abalamour d'ar whiskey-se a blij dezhi evañ.[2][13] Pa oa er skol (high school) e oa krog da gemer drammoù, kokain, LSD, ha metamfetamin e kompagnunezh he breur a oa aet war an heroin[7]) hag he zad zoken[9]. War washaat e oa aet he sujedigezh d'an drammoù evel-just e-pad ar pevar bloaz a dremenas gant he mignon. Paouezet e oa da zebriñ (unan eus efedoù an heroin) ken e veze kavet re voan d'ober poltredoù. Kuitaet e voe gant ar paotr e 1994 pa ne boueze nemet 34 c'hilo ken. Ur c'hamarad a lakaas anezhi en ur gador rodek d'he c'has d'he zad en-dro.
Jenna a lavar e oa krog gant ar filmoù pornografek abalamour da gas an dorzh d'ar gêr d'he dousig Jack ha ne veze ket gwall fur[3]. Kentañ film erotek a reas a voe graet e 1993.
Berzh ken-ha-ken en deus graet he levr How to Make Love Like a Porn Star: A Cautionary Tale, kenkent ha deuet er-maez e miz Eost 2004, kenskrivet gant Neil Strauss, a genlabour gant an The New York Times ha Rolling Stone, embannet gant ReganBooks, ur rann eus HarperCollins. C'hwec'h sizhun-pad e voe war listennad gwellañ gwerzhioù an New York Times. Troet eo bet en alamaneg (Pornostar. Die Autobiographie) e 2005 hag e spagnoleg (Como Hacer El Amor Igual Que Una Estrella Del Porno e 2006.
Gwelet e oa bet Jenna Jameson e 2001 en ur video evit ar ganaouenn "Without Me" gant Eminem[14]
N'eo ket brudet evel un emsaverez politikel met aet eo a-enep an doareoù drouk ouzh al loened, ha graet ur video a-enep doareoù ar gompagnunezh kig-yar Kentucky Fried Chicken[15]
E miz Du 2006 e lavaras Ortiz en The Howard Stern Show, e kare Jenna Jameson, ha ne rae ket filmoù pornografek ken hag o devoa un darempred sirius .[16] E 2006 e c'houlennas Jenna Jameson dizimeziñ digant Grdina.[17] Kinnig a reas Ortiz ha komz eus o c'harantez en abadenn an 2008 AVN Adult Movie Awards pa oa o kinnig ur priz. Gwelet eo bet ivez e div abadenn eus The Celebrity Apprentice o sikour Ortiz en e drevelloù.
In March 2007 at the AVN Awards, Jameson blamed her appearance on the divorce proceedings.[18]
Jenna Jameson he doa embannet e 2008 e oa dougerez hag o c'hortoz gevelled a zo ganet e miz Ebrel 2009[19],[20].