Ur jezail a oa ur fuzuilh afgan en XIXvet kantved. Servij a reas er brezelioù a-enep ar Saozon.
Meneget eo ar fuzuilh jezail evel an arm a voe gloazet Watson gantañ, hervez a zo kontet en enklaskoù Sherlock Holmes, en emgann Maiwand, pa oa medisin en arme. En A Study in Scarlet e lenner e voe gloazet en e skoaz, e The Sign of Four e voe gloazet en e c'har ; en un danevell all n'eo ket sklaeroc'h : aet eo ar boled « en unan eus e izili. »