Jimena

Jimena, Jimina, Ximena, Ximina, Gimina, zo un anv-badez spagnolek roet d'ar merc'hed.

Dont a ra eus an anv Ximeno pe Jimeno.
Meur a zispleg zo da orin an anv.

  • Hervez unan e teu eus Simón, deuet eus an anv hebreek Simeón, hag a dalv kement hag "an hini a selaou". Da neuze en defe adstummoù : Simone ha Simona.
  • Hervez un displeg all e teufe eus an anv euskarek seme, "mab".
  • Eus an anv-se e teu an Dinastía Jimena, tierniezh rouaned Pamplona, deuet da vout rouaned Navarra, hag a renas adal 905 betek 1234.
Ximena Herrera, kanerez volivian
Ximena Sariñana, kanerez vec'hikan