Jingnan (荆南), anvet ivez Nanping (南平), a oa unan eus an dek Rouantelezh e kreiz Sina, e-doug Marevezh ar pemp tierniezh hag an dek rouantelezh. Krouet e oa bet e 924. He diazezer Gao Jixing (高季興) a oa bet anvet da Jiedushi (gouarner milourel) Jiangling e 907 gant Tierniezh al Liang Diwezhat a zalc'he norzh Sina goude diskar an dierniezh Tang. Kemer a reas ar renk a roue goude distruj al Lianged Diwezhat gant an dierniezh Tang Diwezhat.
Jingnan a oa ar rouantelezh a oa bet hirañ he buhez e-mesk ar rouantelezhioù bihan. Jiangling a oa he c'hêr-benn ha derc'hel a rae daou vann war ribloù ar Yangtze. Harzhoù en doa gant an dierniezh Tang Diwezhat, gant rouantelezh Chu ha gant Tanged ar Su pa stagjont ar rouantelezh-mañ ouzh o hini e 951. Gant ar Shu Diwezhat en doa harzhoù ivez goude o c'hrouidigezh e 934.
Krouet e voe an Dierniezh Song e 960 met daoust ma lakaer d'an amzeriad-mañ penn Marevezh ar Pemp Tiernelezh hag an Dek Rouantelezh e treuzvevas rouantelezhioù ar Su e-pad hogozik 20 bloavezh. An hini kentañ da vezañ distrujet a voe Jingnan avat. E 963 e voe aloubet.
(en) Jingnan war Chinaknowledge.de
Istor Sina |
---|
| Istor mojennel | | | | Eil ha Iañ milved a-raok J.-K. | | | Iañ milved goude J.-K. | | | Eil milved goude J.-K. |
Impalaeriezh Sina | | | XXvet kantved | |
| | |
|