Johann Arnold Nering

Johann Arnold Nering (hag ivez Nehring) (13 a viz Genver 1659 e Wesel - 21 a viz Here 1695 e Berlin) a oa un tisavour eus Marzioù Brandenburg.

Marteze a-walc'h e voe stummet en Izelvroioù. A-benn klokaat e stummadur e veajas da Italia er bloavezhioù 1677-1679.

E 1682 e kemeras perzh e sevel kastell Köpenick, hag e soñjer e reas war-dro an nor, ar chapel hag ar palier. Da vare ren ar priñs-dilenner Friedrich Wilhelm e voe lakaet da bennijinour ar priñs-dilenner e 1684. Er bloavezhioù goude e voe lakaet da goronal-ijinour e penn an arme.

Goude ma vefe bet lakaet Friedrich III (deuet da vezañ an impalaer Friedrich Iañ Prusia e 1701) e penn Prusia e 1688 e voe anvet Nering er bodad e karg eus sevel Friedrichstadt e Berlin, ma reas war-dro gwiriañ tri c'hant raktres ti giz ar vourc'hizien daou estaj dezho. Nering a reas ivez war-dro sevel Gendarmenmarkt e Berlin.

Anvet e voe da rener dreistframmoù Brandenburg d'an 9 a viz Ebrel 1691. Sur a-walc'h e reas Nering war-dro savadurioù kornôg Berlin hag ar Brandenburg; hag ivez kemmañ ha brasaat kastell Oranienburg (1690–94), Langen Brücke (hiziv an deiz Rathausbrücke, 1692–95), Hetzgarten (1693), Parochialkirche Berlin ha lodennoù eus arsanailh ar gêr (1695).

Nering a savas ivez steuñv ti-annez hañv Sophie Charlotte von Hannover, deuet da vezañ kastell Charlottenburg. Pa voe lakaet Sophie Charlotte da impalaerez e 1701, e voe soñjet e oa ret sevel savadurioù dibar da vat : kemmoù bras a voe degaset neuze e lodenn greiz ar c'hastell, lesanvet hiziv an deiz Neringbaus.

E 1892 e voe roet e anv d'ur straed tost ouz kastell Charlottenburg.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]