John Crawford Vaughn ganet d'ar 24 a viz C'hwevrer 1824 hag aet da anaon d'an 10 a viz Gwengolo 1875 a oa un ofisour marc'hegiezh eus lu Stadoù Kengevreet Amerika a orin eus Reter an Tennessee.
Servijet en deus e-pad ar Brezel etre Mec'hiko hag ar Stadoù-Unanet, klasket en deus aour e-pad ar ruradeg d'an aour pe Gold Rush e Kalifornia.
Anavezet ez eo dreist-holl evit bezañ bet kemeret perzh e Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika en emgannoù Kentañ emgann Bull Run (emgann Manassas), emgann Vicksburg, Piedmont, ha Saltville.
Dilennet eo bet da goronal gant e soudarded eus ar 3rd Tennessee Infantry Regiment, trement eo eus Kabiten da goronal d'an 29 a viz Mae 1861.
E-penn an 3rd Tennessee Infantry Regiment e oa gant :
19 a viz Even 1861 e voe kentañ emgann ar rejimant gant ar c'horonel John C. Vaughn e penn, un trec'h e vezo o welet distruj ur pont-tren war linenn-tren Baltimore hag Ohio e New Creek, Virginia. Tapet e voe ivez daou pezh kanol gant ar rejimant.
D'an 21 a viz Gouhere 1861 e adkaver ar rejimant e-pad emgann Manassas.
Gloazet e oa bet alies war an dachenn emgann.
Tost-tre e oa John C. Vaughn eus ar prezidant Jefferson Davis, bet e oa bet e-karg da ambrougañ ar prezidant e-pad miz diwezhañ ar brezel.
Goude kodianidigezh ar jeneral Lee e Appomatox e Ebrel 1865, fiñval a raio ar rejimant dre urzh e Norzh Carolina, betek Charlotte. Eno e voe roet dezho ar c'hefridi da ambrougañ prezidant Stadoù kengevreet Amerika Jefferson Davis.
Kodianañ a raio e Washington, Georgia, d'an 9 a viz Mae 1865, unan eus ar jeneraled kengevret ziwezhañ da godianiañ e voe.